Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel Morvan Lebesque : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù
D Liammoù
Linenn 1:
An Ajañs Sevenadurel Breizhek [[Liger-Atlantel]] [[Morvan Lebesque]], Agence Culturelle Bretonne de Loire-Atlantique (ACB 44) e galleg, a oa bet krouet e [[1993]] gant ar c'hevredigezhioù sevenadurel breizhek ha Ti-Kêr [[Naoned]].
 
An Ajañs zo degemeret e [[Egorenn Jakez Demy]], 24 [[Kae ar Foz]] e [[Naoned]], abaoe [[1995]]. Eno e vez degemeret an dud ha kinniget ur stal vihan.
 
Arc'hantaouet eo gant hec'h izili, Ti-kêr Naoned, [[Kuzul-departamant|Kuzul-Departamant]] al [[Liger-Atlantel]] ha [[Rannvro]] [[Broioù al Liger]]. Ezel eo eus [[Kuzul Sevenadurel Breizh]], [[Skol-Uhel ar Vro]], [[Kevre Breizh]] ha [[BCD-Sevenadurioù]]. Sinet he deus an emglev "[[Ya d'ar brezhoneg|Ya d'ar Brezhoneg]]".
 
== ACB 44 : Ti ar Vro Bro-Naoned ==
Linenn 9:
Ur roll kevrediñ he deus. Kevredigezhioù hag hiniennoù a zo e-touez hec'h izili. He 110 kevredigezh ezel ha kinnig obererezhioù arz ha dudi (arzoù neuziañ, dañs, sonerezh, kan, aozañ sonadegoù, festoù-noz...) hag ar stummañ ivez (skolioù divyezhek, kentelioù brezhoneg...) ha diduadennoù a bep seurt troet war danvez Breizh (Istor, dastum, aozañ prezegennoù, sport, kenwerzh reizh ...)
 
Gant an Ajañs e vez kenurzhiet ar c'hevredigezhioù (eno e c'heller kaout deiziadoù an darvoudoù da zont) ha kaset d'an dud roll an obererezhioù breizhek savet e [[Naoned]] hag el [[Liger-Atlantel]] (kenrouedad : www.acb44.com, kazetenn elektronek bep pemzektez, responter da gemenn ar festoù-noz e-pad an dibennoù-sizhun, darempredoù gant ar mediaoù, standoù e-pad darvoudoù)
== Liammoù diavaez ==