Yann Choucq : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Un tamm wikipediñ
Linenn 1:
'''Yann Choucq''', bet ganet d'an [[11 a viz Ebrel]] [[1946]] e [[Naoned]], a zo un alvokad hag ur stourmer breizhat.
 
==Buhez==
Tremen a reas un darn eus e amzer krennard (1955-1960) e Bro-Gaskogn. Eno e teuas da vezañ emskiantek eus e vreizhadelezh.
 
E Pariz edo etre 1960 ha 1976. Studiañ a reas e lise Lakanal Sceaux. Kemer a reas perzh e krouidigezh Kelc'h Keltiek Sceaux, ''[[Da Virviken]]''. Emezelañ a reas er [[MOB]] e 1966. Kabaliñ a reas evit [[Pol Le Dore]] (Front Breton) e miz Mezheven 1968. Kemer a reas perzh gant [[Erwan Vallerie]] ha [[Yannick JezequelJézéquel]] e skipailh ''[[Sav Breizh]]''.
 
E-keit-se e studie ar gwir.
 
Unan eus krouerien ''[[Skoazell Vreizh]]'' eo bet e miz Genver 1969 gant [[Gwenc'hlan ar Skouezeg]], [[Xavier Grall]], [[Erwan Vallerie]] ha [[Bernard Audic]].
 
Alvokad e treuasteuas da vezañ e miz Kerzu 1971. Degemeret e voe e skipailh [[Henri Leclerc]]. Alies e tifennas stourmerien vreizhat dirak al Lezioù-barn. Euskariz ha stoumerien bolitikel all ivez. Bet eo bet meur a wech en [[Amerika ar Su]] een anv [[Kevredad Etrebroadel Gwirioù Mab-den]].
 
En em staliañ a reas e Naoned e 1976.
 
E miz Meurzh 1980 e voe kastizet gant Lez-varn Kemper evit bezañ lavaret ne c'helle ket krediñ e vefe bet dieubet unan eus ar vanifesterien enep kreizenn [[Plougoñ]] peogwir e oa kar d'ur barner... Reuz bras a savas e-touez an alvokaded er C'hwec'hkorn a-bezh. Harz-labour e voe. Nullet e voe ar c'hastiz gant Lez-varn Galv Roazhon.
 
Emezelañ a reas en ''[[Emgann]]'' e 1982. Sekretour broadel karget eus an darempredoù diavaez e voe e 1986 ha karget eus an aferioù etrebroadel e 1987. E 1986 e kemeras perzh e kentañ Emgav Broadoù Distad Europa.
 
Dont a reas da vezañ unan eu merourien Kreizenn Stummañ Alvokaded Tachenn Lez-varn Galv Raozhon een anv an alvokaded e 1986 ivez.
 
Pellaat a reas tamm -ha -tamm diouzh Emgann.
 
E 1999 e voe e-touez sinerien ''[[Galv Karaez]]''. Ober a reas war dro komite Naoned ar [[Bodad evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den]].
 
E 2007 e stourmas enep adaozadur al lezioù-barn raktreset gant ar gouarnamant. Ar bodad ''Gwiraourien Vreizh'' gantañ hag [[Yves Ollivier]] evel mouezhioù aotreet a stourmas evit ma chomfe Breizh unvan, evel ma oa bet mil bloaz-pad, war dachenn al lezioù-barn.
 
E miz C'hwevrer 2011 e kemeras perzh een Emgav Gwirioù a-stroll ar Pobloù e-kerzh Forom Sokial Dakar.
 
Resevet en deus [[Kolier an Erminig]] e 2011.
 
 
=== Mammennoù ===
* ''Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles'' gant [[Lionel Henry]], [[Yoran Embanner]], 2013
* Wikipedia gallek
 
{{DEFAULTSORT:Choucq, Yann}}
* Wiki e galleg
[[Rummad:Ganedigezhioù 1946]]
[[Rummad:Emsaverien Breizh]]
[[Rummad:Urzh an Erminig]]