Roger Abjean : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+liammoù diavaez
Linenn 10:
Anvet e voe kure skolaer war [[Enez-Sun]]. E [[1950]] e voe anvet "mestr chapel" e [[Landivizio]]. Chom a reas dek vloaz eno. C'hoant en doa da lakaat sonerezh [[Breizh]] e servij an Iliz. Sevel a reas al laz-kanañ ''[[Kanerien Bro Leon]]''. Gounezet e voe ganto kentañ priz Kenstrivadeg Vroadel al Lazioù-kanañ e [[Pariz]] d'ar [[6 a viz Mae]] [[1956]]. Kemer a rejont perzh e Gouelioù ar [[Bleun Brug]]. Displijout a reas d'an eskob e voe kanet ganto kanaouennoù disakr. Kaset e voe an aotrou Abjean da [[Montroulez|Vontroulez]].
 
Chom a reas pemp bloaz warn-ugent e Montroulez. Krouiñ a reas ''[[Kanerien sant Vaze]]'' eno. Kanañ a raent kanoù brezhonek mat ha reoù glasel ivez ([[Georg Friedrich Händel|Händel]] da skouer). E [[1964]] e savas kentañ laz-kanañ "Paotred Breizh" gant [[Georges Le Coz]]. Skrivañ a reas ''Oferenn war gan'' d'ar c'houlz-se. E [[1968]] e krouas an ''[[Ensemble Choral du Léon]]'' gant Georges Le Coz bepred hag e kemeras perzh e Gouelioù [[ar Releg-Kerhuon]] e [[1971]].
 
E fin ar bloavezhioù [[1960]] e reas anaoudegezh gant [[Éliane Pronost]] hag e lakaas paotred da ganañ ganti. E [[1973]] e voe krouet ''[[Le Quatuor du Léon]]'' : sonadegoù, enrolladennoù (ouzhpenn tri-ugent pladenn)...