Diforc'hioù etre adstummoù "Midnight Cowboy"

127 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
==An danvez==
Emañ Joe Buck o chom en ur gêr vihan eus Teksas ha n'en deus ket kavet gwelloc'h labour eget skaotañ listri lous ar c'hafedi lec'hel. Poazh-mat eo gant ar vuhez dister-mañ hag ober a ra ar paotr yaouank e vennozh sachañ e skasoù da glask kaout aesañ tonkadur e lec'h all : ha dao en hent betek New York 'ta ! Ar paotr a zo kaer e neuz ha kendrec'het-mat eo e paeo maouezed ar gêr vras evit ober gant e gorf ''cowboy''. Eno e kej gant Ratso, ur c'hwiblaer a orin italian. Ur c'houblad souezhus, an eil hegredik hag egile ouzhpenn gwidreüs, e teuont da vezañ, mignoniezh o sevel kenetreze tamm-ha-tamm. A-gevret e tiskennont gant diri an dienez. Tremen a ra Ratso etre divrec'h Joe er c'harr-boutin a gas anezhe war-du Florida...
 
==Roll ar gomedianed==
46 039

modifications