Jean-Jacques Monnier : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
 
{{LabourAChom}}
Ganet oe bet Jean-Jacques Monnier, kelenner, stourmer politikel ha sevenadurel, d'ar [[27 a viz Gouere]][[1944]] e [[Londrez]]. Stourm a rae e dud er "[[France Libre]]".
Goude e studioù istor ha douaroniezh e kelennas e meur a lise : e [[Cherbourg]], [[Reudied]]/[[Rezé]], [[Roazhon]], [[Landreger]] ha [[Lannuon]]. E 1974 e reas e annez e [[Lannuon]].
Linenn 5:
Doktor Stad eo bet graet gant Skol-veur Roazhon 2 goude bezañ kinnigzt un dezenn a-zivout emzalc'hioù politikel ar Vretoned etre 1945 ha 1994 dindan renerezh [[Michel Phliponneau]].
 
Echuet en deus e amzer labour o kelenn en IUT Lannuon (rann Kelaouiñ, kehentiñ).
 
=== Stourmer politikel ===
 
Kejet en deus gant stourmerien vrizhatvreizhat yaouank pa oa studiañ istor ha douaroniezh e [[Roazhon]]. Emezelañ a reas en [[UDB]] e miz Genver 1965. Skrivañ a reas kalz pennadoù e kelaouenn ar strollad, ''[[Le Peuple Breton]]''. Ezel eus ar C'homite ren e voe etre Miz Du 1965 ha miz Du 1968, karget eus an aferioù diavaez etre 1966 ha 1968. Adalek 1984 betek 2000 e voe ezel eus ar Burev Politikel. Rener ''[[Le Peuple Breton]]'' eo bet eus 1985 da 2002. Karget e voe da zigeriñ muioc'h ar gelaouenn d'an eskemmoù ha da gavout skriverien nevez.
 
Stourmet en deus kalz war an dachenn e Bro [[Lannuon]] : dilennadegoù kannaded e 1981 ; dilennadegoù kanton e 1988 ha 2001 ; dilennadgoù ti-kêr fgant unvaniezh an tu-kleiz e 1989 ha 1995, gant listennoù breizhat a-gleiz e 2001 ha 2008, gant ekologourien ha tud a-gleiz disouezhet gant ar PS e 2014. E 1997 e kuitaas tu-gounid ar c'huzul-kêr peogwir en doa nac'het ar maer reiñ ur skoazell arc'hat daz[[Diwan]] ; kemer a reas penn listennoù breizhat a-gleiz e 2001 (8,6%) ha 2008 (12,7%) eta. Kuzulier-kêr eo bet etre 1995 ha 2014. Re bell e oa war al listenn e 2014 evit bezañ dilennet.
Kejet en deus gant stourmerien vrizhat yaouank pa oa studiañ istor ha douaroniezh e [[Roazhon]]. Emezelañ a reas en [[UDB]] e miz Genver 1965. Skrivañ a reas kalz pennadoù e kelaouenn ar strollad, ''[[Le Peuple Breton]]''. Ezel eus ar C'homite ren e voe etre Miz Du 1965 ha miz Du 1968, karget eus an aferioù diavaez etre 1966 ha 1968. Adalek 1984 betek 2000 e voe ezel eus ar Burev Politikel. Rener ''[[Le Peuple Breton]]'' eo bet eus 1985 da 2002. Karget e voe da zigeriñ muioc'h ar gelaouenn d'an eskemmoù ha da gavout skriverien nevez.
 
=== Stourmer sevenadurel ===
 
Kemeret en deus ur perzh bras e buhez [[Ar Falz]) ha dreist-holl e hini [[Skol Vreizh]], ti-embann ar gevredigezh. Skrivet en deus levrioù ha pennadoù, renet oberennoù a-stroll : ul labour dizehan ha hirbad evit reiñ da anavezout istor Breizh d'ar brasañ niver.
 
Resevet en deus [[Kolier an Erminig]] e [[2013]].