Nanhyfer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
brezhoneg e-lec'h kembraeg
 
Linenn 1:
[[Restr:NevernChurchSW.jpg|thumb|Iliz Sant Brynach e Nanhyfer]]
'''Nanhyfer''' neupe '''Nyfer''' (''Nevern'' e [[saozneg]]) zo ur gêriadenn eus [[Kembre]] e hanternoz [[Sir Benfro]]. Emañ etre [[Trefdraeth (Sir Benfro)|Trefdraeth]], war an aod, ha torgennoù [[Preseli]], e traoñienn ar stêr [[Nyfer]]. Poblet e oa Nanhyfer gant 865 den e 2011, an hanter anezho [[kembraeg]]erien.
 
Gouestlet eo an iliz da sant ''Brynach'', ur sant deuet eus [[Iwerzhon]]. Er vered ez eus ur groaz keltiek eus an {{Xvet kantved}} pe deroù an {{XIvet kantved}}. Er vered hag e diabarzh an iliz ez eus pep a vaen ma c’haller lenn enskrivadurioù e latin hag en [[ogham]]. Krediñ a reer e sav ar maen engravet a zo e-barzh an iliz eus ar {{Vvet}} pe ar {{VIvet kantved}}. Er vered ivez ez eus ur wezenn [[ivin (gwez)|ivin]] brudet abalamour ma "tiwad", da lavaret eo e tiver [[rousin]] ruz anezhi a-wechoù.
 
Er mervent d’ar geriadenngêriadenn e c’haller gwelet dismantroù ur c’hastell savet war-dro 1108 gant an aotrou norman [[Robert fitz Martin]].
 
E-kichen kêriadenn Nanhfyer emañ [[taol-vaen]] [[Pentre Ifan]], an hini vrasañ a zo e Kembre.