Hernin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummad
Linenn 1:
Hervez e ''Vita'' aozet gant Alberzh Veur, e vije deuet Sant '''Hernin''' eus Breizh-Veur war-dro [[528]]. Staliet en dije e beniti war douaroù bet roet dezhañ gant an aotrou a Gelenn. Eno e vije aet da Anaon d'al Lun kentañ a viz Mae 535. Lidet e vez e bardon d'ar Sul kentañ a viz Mae e [[Lokarn]].
 
Skeudennet eo en iliz-parrez [[Sant-Hern]] e stumm ur [[manac'h]], ur c'habell war e benn. E manac'h emañ ivez, gant ul levr serr en e zorn, er feunteun gouestlet dezhañ e Lokarn. War e vez e vije bet savet iliz-parrez Lokarn. Un darn eus e relegoù a gaver enni en ur vrec'h relegouer eus ar {{XVIvet kantved}}.
 
E anv en deus roet da [[Pluhernin]] (Bro-Wened) (''Plebs Huiernin'' e 833) ha da [[Sant-Hern]] (''Sancti Hernni'' war-dro 1330). Sant-paeron ar barrez-mañ eo.
Linenn 12:
 
Un delwenn anezhañ a gaver e [[Traoñienn ar Sent]] e [[Karnoed]].
 
 
 
=== Mammenn ===
* ''Dictionnaire des prénoms celtiques'' gant [[Albert Deshayes]], ''[[Le Chasse-Mareé/ArMen]]'', Here 2000, 208p
 
[[Rummad:Sent Breizh|Hernin]]