Kadog : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 82:
==Pirc'hirin==
Beajour e oa Kadog, ha mont a reas da birc'hirinañ da Jeruzalem ha da Roma. E-kerzh e veajoù eo e c'hoarvezas Sened [[Llanddewi Brefi]] hag evit-doare en doa bet keuz bezañ war an hentoù d'ar mare-se.
 
==Ur sell disheñvel==
 
Displegañ a ra [[Albert Deshayes]] en e levr ''Dictionnaire des prénoms celtiques'' embannet e 2000 (pp70-71), e vez mesket daou sant : Sant Kadog (Catmael, Gadog, Kadog, Kadeg, Kadoù, Kado...) a lenner diwar e-benn a-us ha Sant Kado ur manac'h en dije graet e annez war un enezenn eus parrez Belz. Skarzhet en dije an naered diouzh an enezenn a-raok krouiñ ur skol evit bugale ar vro. Evit aesaat an treizh betek an enezenn en dije savet ur chaoser o lakaat an diaoul d'ober al labour hervez mojennoù ar vro.
 
Ar sant-se eo en dije roet e anv da Sant-Kado e parrez [[Banaleg]], Sant-Kado e parrez [[Molan]] ha Sant-Kado e parrez [[Sant-Karadeg-Tregoñvael]]. Meur a chapel a zo gouestlet dezhañ. N'eo enoret, war a seblant, nemet e kornôg Bro-Wened hag en ul lodennig eus Kerne tost.
 
En anv a vefe emdroadur lec'hel ''Catuod'' deuet da vezañ ''Cadvoz'' , ''Cadoz'' ha ''Cado''. Kavout a reer ennañ ''Cat'' (emgann, kad) ha ''bod'' (laouenidigezh).
 
Enoret e vez d'an 21 a viz Gwengolo pa vez lidet ar sant all d'ar 24 a viz Genver.