Backgammon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Fazioù kavet gant LanguageTool brezhonek
Linenn 115:
=== Staliadur ===
[[Restr:Bg-start.svg|thumb|Digor ar c'hoari''Gant notennadur fiñvoù ar re zu
e klot an niveradur'']]
War bep tu d'an tablez ez eus 12 [[tric'horn]] anvet "biroù", "kombodoù", "poentoù" ; daoust d'ar speurenn a zo e -kreiz an tablez e c'haller lakaat ar jedoueroù da dremen eus an eil tu d'egile : ur redva stummet evel un [[houarn-marc'h]] 24 bir e hirder eo an tablez neuze. Eus 1 da 24 eo niverennet ar biroù evit pep den, niverenn 1 an eil o vout niverenn 24 egile.

Ar staliadur boutinañ evit pep den eo lakaat daou jedouer war e vir 24 foent, pemp jedouer war e vir 13 poent, tri jedouer war e vir 8 poent ha pemp all war e vir 6 poent.

Linenn 149:
Mar bann un doubl, da lavaret eo an hevelep niver war pep diñs, e rank an den c'hoari pep diñs div wech ; da skouer : mard eo 5-5 ar vannadenn e rank an den kas 4 jedouer, pe nebeutoc'h, 5 poent war-raok.

Mar gall un den kas e jedoueroù diouzh disoc'h ar vannadenn e rank en ober ; mar ne c'hall c'hoari hini ebet eus disoc'hoù an diñsoù ez eo tro an den all da c'hoari. Mar galler c'hoari diouzh disoc'h un diñs hepken ha n'eo ket diouzh hini ar rumm e ranker c'hoari an niver uhelañ : da skouer, mar banner 6-3 ha mar ne c'haller c'hoari nemet 6 pe 3 e ranker c'hoari 6 ; mar ne c'haller ket c'hoari 6 e ranker c'hoari 3, mard eo dic'hallus en ober e chomer hep c'hoari.

Difennet groñs eo en em zibabfe un den evit chom hep c'hoari gant an daou ziñs ; pa c'haller c'hoari an daou e ranker ober. Da skouer : diwar 6-3 ne c'haller ket c'hoari 3 gant ur jedouer war-eeun, met gallus eo en ober goude bout c'hoarieth ariet 6 gant ur jedouer all : ret eo ober neuze.
==== Saotroù ====
[[Restr:Backgammon example.ogv|thumb|Video :
fiñvoù, saotroù, doublañ, ezkerzh]]
War e hent war-du an ezkerzh e c'hall jedouer un den erruout war ur bir diac'hub, pe ac'hubet gant jedoueroù a-liv gantañ. Arabat eo ec'h errufe ur jedouer war ur bir ac'hubet gant muioc'h eget 1 jedouer enebour ; ne vez morse daou liv war ur bir eta.<ref name="BFW" />

Bez' e c'hall avat erruout war ur bir a zo ac'hubet gant 1 jedouer enebour, a anver ur "saotr" (''blot'' e saozneg). "Foetet" eo ar jedouer-se neuze, tennet a-ziwar ar bir ha lakaet war ar speurenn a zo e -kreiz an tablez.<ref name="BFW" />

Goude bout bet foetet ha lakaet war ar speurenn e tistro ar jedoueroù war an tablez dre an tu diabarzh enebour, diouzh tennadennoù diñsoù : dre 1 e tistro ar jedouer war bir 24 an tu arall, dre 2 ez a war ar ar bir 23, hag evel-se betek 6 en e gas d'ar bir 19 — hep disoñjal , ne c'hallo ket ac'hubiñ ur poent ac'hubet gant jedoueroù enebour. Evel-just, mard eus ur saotr war ar ar bir e vo foetet ha lakaet war ar speurenn d'e dro.

Meur a jedouer a c'hall en em gavout war ar speurenn neuze, ha ne c'hall ket an den dilec'hiañ jedoueroù keit ha m'en deus lod war ar speurenn.<ref name="BFW" />

Mard emañ "serr" (''closed'' e saozneg) tachenn diabarzh an eil den, da lavaret eo mard eus da nebeutañ daou jedouer war pep unan eus ar 6 bir anezhi, ne c'hall ket egile adlakaat e jedouaeroù foetet er c'hoari a-ziwar ar speurenn, ha ret eo dezhañ paouez da c'hoari keit ha ma ne vo ket un digor er biroù enebour, dieub pe ac'hubet gant 1 jedouer hepken neuze. E-keit-se e c'hall ar jedoueroù enebour beajiñ war-du an ezkerzh.
Linenn 197:
E [[Las Vegas]] e voe aozet betek [[1974]], er [[Bahamas]] evit ar Stadoù-Unanet hag e [[Monte Carlu]] evit [[Europa|Europiz]] eus [[1975]] betek [[1978]] ; abaoe [[1979]] e vez dalc'het e Monte Carlu hepken.

Teir maouez a voe trec'h etre 1967 ha [[2007]] ; adalek [[2008]] e voe daou gampionnadgampionad, unan evit ar wazed hag unan evit ar maouezed.
{| class="wikitable sortable"