Akarian : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 57 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q19137
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
[[Skeudenn:Actinedida.jpg|right|200px]]
An '''akarianed''' (''Akari'' pe ''Akarina'') a zo [[arthropodedartropoded]] bihan-tre : reoù 'zo a zo mikroskopek, un tregont mikrometr bennak ; ha reoù 'zo, brasoc'h, a vuzuilh betek 3 cm (ar megeled p'o devez evet gwad a-leizh da skouer).
O c'horf a zo fetis dre ma'z eo peg o fenn a-raok ouzh o zeur.
Hiziv an deiz ez eus bet kavet 50 000 spesad bennak er bed, met sur a-walc'h e sav an niver a spesadoù anezho d'ur milion hag en tu-hont. O doare bevañ (lec'h-bevañ, boued) n'en deus ket e geñver e-touez an [[araknided]] all.
 
Meur a spesad a vev en douar pe en dour met an akarianed o devez a-wechoù darempredoù gant boudoù bev all - loen pe plant. Bez' ez eus kalz a spesadoù buhezsuner, reoù 'zo a zo kleñvedus evit ar plantoù, al loened pe an dud. E-touez ar re -se emañ ar megeled, ar "Sarcopte", kiriek eus ar rogn, ar varroa buhezsuner eus ar [[gwenan]], pe c'hoazh akarianed ar boultrenn hag a zo kiriek da [[allergiezh|allergiezhioù]] tud 'zo.
 
<gallery>
Image:Flat mite, Brevipalpus phoenicis.jpg|akarian : <br>Brevipalpus phoenicis
Image:Rust Mite, Aceria anthocoptes.jpg|akarian : <br>Aceria anthocoptes
Image:Peacock mite, Tuckerella sp.jpg|akarian : Tuckerella
Image:Varroa_Mite.jpg|akarian : Varroa