Alessandro Farnese (1635-1689) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "{{pennad zo|Alessandro Farnese}} '''Alessandro Farnese''' (1635-1689)a oa gouarnour Izelvroioù ar C'hreisteiz etre 1678 ha 1682."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{pennad zo|Alessandro Farnese}}
 
'''Alessandro Farnese''' (1635-1689) a oa ur brezelour italian e servij roue Spagn. Mab e oa da [[Odoardo Iañ Farnese]], [[dug Parma]] ha [[Piacenza]], ha d'e bried [[Margherita de' Medici]]. Gant e vreur henañ [[Ranuccio II]] Farnese, evel kustum, ez eas an dugelezh goude marv o zad e 1646. Jeneral en arme war varc'h Republik Venezia e voe e-pad daou vloaz, etre 1656 ha 1658, a-raok mont gant Spagn adal 1664.
'''Alessandro Farnese''' (1635-1689)a oa gouarnour Izelvroioù ar C'hreisteiz etre [[1678]] ha [[1682]].
 
Anvet e voe da vesroue e Navarra, ha goude e Catalogna. Gouarnour Izelvroioù ar C'hreisteiz e oa etre [[1678]] ha [[1682]].
 
E 1687 e voe kuzulier-stad e Spagna.
Mervel a reas e Madrid e deroù 1689.
 
==Dimeziñ ha bugale==
Gant e bried-kleiz Maria de Lao y Carillo, en doe pevar bastard:
*Alessandro Odoardo (Badajoz, 1663-Cacéres, 1666), marvet da dri bloaz;
*Alessandro Maria (Badajoz, 1664-Parma, 1726), koronal en arme spagnol, marvet er vac'h;
*Margherita (Badajoz, 1665-Parma, 1718), leanez e leandi San Paolo e Parma;
*Isabella (Badajoz, 1666-Parma, 1741), leanez e leandi San Paolo e Parma.