Frañsez Jaffrennou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 33:
Etre an daou vrezel e stourmas Taldir evit ar [[brezhoneg]] hag e klaskas broudañ ar Vretoned da chom stag ouzh o gwrizioù ha hengounioù. Staliet e [[Karaez]] ez eas war ar vicher a varc'hadour gwin. Desevel a reas e vugale e brezhoneg ar pezh a oa dibaot-kaer a-berzh ur bourc'hiz (an hini nemetañ e kêr Garaez e voe oc'h ober kement-se). Sevel a reas ur gazetenn sizhuniek e brezhoneg anvet [[Ar Bobl]] a oa skignet er [[Poc'hêr]]. Evel un toullad kefredourien vreton eus Emsav brezhonek ar mare-se, levezonet gant emsav [[Kembre]], e oa ezel Taldir eus [[Goursez Vreizh|Goursez]] Breizh, a glaskas kas war-raok. Unan eus ar re gentañ a ziazezas gouelioù breizhek e voe Taldir ivez.
 
D'ar 1añ a viz Kerzu [[1940]] e sinas a-gevret gant [[Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache|Markiz an Estourbeillon]] ha [[Roparz Hemon]] ur reketig anvet ''Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français'' ("Plased d'ar marichal Pétain, Arlevier ar Stad-C’hall") evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù.<ref>Gw. ''Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved'', ''Levrenn gentañ'', Frañsez Favereau, pajenn 71</ref>
E dibenn an [[Eil Brezel-bed]] e voe kac'hariet Taldir e toull-bac'h [[Maezgloagen]] e [[Kemper]] evel ar pep brasañ eus an emsaverien bolitikel ha sevenadurel breizhat. Tamallet e voe dezhañ bezañ flatret lervdier ar Gwazhioù, ar pezh a nac'has groñs. Kondaonet e voe hag harluet da Vro-C'hall, difennet ma voe outañ chom da vevañ e [[Breizh]]. Mervel a reas eno en [[harlu]]. Skrivet en deus Taldir ur pikol deizlevr brezel, diwar-benn ar [[Brezel-bed Kentañ]] hag an [[Eil Brezel-bed]]. Chomet diembann eo miret e eñvorennoù e [[Levraoueg Vroadel Kembre]] en [[Aberystwyth]].
 
E dibenn an [[Eil Brezel-bed]] e voe kackarc'hariet Taldir e toull-bac'h [[Maezgloagen]] e [[Kemper]] evel ar pep brasañ eus an emsaverien bolitikel ha sevenadurel breizhat. Tamallet e voe dezhañ bezañ flatret lervdier ar Gwazhioù, ar pezh a nac'has groñs. Kondaonet e voe hag harluet da Vro-C'hall, difennet ma voe outañ chom da vevañ e [[Breizh]]. Mervel a reas eno en [[harlu]]. Skrivet en deus Taldir ur pikol deizlevr brezel, diwar-benn ar [[Brezel-bed Kentañ]] hag an [[Eil Brezel-bed]]. Chomet diembann eo miret e eñvorennoù e [[Levraoueg Vroadel Kembre]] en [[Aberystwyth]].
Brudet eo e envorennoù ha gantañ eo bet savet [[Bro gozh ma zadoù]].
 
Brudet eo e envorennoùeñvorennoù ha gantañ eo bet savet [[Bro gozh ma zadoù]].
 
== Oberennoù ==