Vélodrome d'Hiver : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Rafle du Vel d'Hiv jardin du souvenir plaque.JPG|thumb|Plakenn-gounaat skrapadeg 1942]]
 
Ar '''Vélodrome d'Hiver''' eo anv ur [[velodrom]] bet savet e [[Pariz]] e [[1909]] ha diskaret e [[1959]]. Anvet e vez ar ''Vel' d'Hiv''' e galleg ar pemdez. E straed Nélaton, er XVvet arondisamant, e oa.
 
Aozet e veze ennañ un toullad a abadennoù-sport, evel ar « C'hwec'h-devezh-Pariz », krouet e [[1913]]. {{formatnum:17000}} a dud a c'helle azezañ ennañ, war diri, a-benn sellet ouzh ar sportourien war velo, o kerzhet war ur roudenn 250 m e koad-sapin. Krogadoù [[boks]] a veze dalc'het ennañ ivez. E [[1931]] e voe kempennet evit reiñ bod da grogadoù [[tennis]], [[basket-ball]], [[hockey]] hag abadennoù-[[ruzikat war skorn]].