Diforc'hioù etre adstummoù "Fulgencio Batista"

440 okted ouzhpennet ,  5 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
[[file:Batista25355a_crop4.jpg |thumb| Fulgencio Batista ]]
 
'''Fulgencio Batista y Zaldívar''', lesanvet ''El Mulato Lindo'' (an hiron koant), ''El Hombre'' (ar gwaz), ganet d'ar [[16 a viz Genver]] 1901 e [[Banes]], tri bloaz bennak goude dieubidigezh ar vro diouzh trevadennerien [[Spagn]], e [[proviñs Oriente]] (hiriv e [[Orienteproviñs Holguin]]), e [[Kuba]], a oa un ofiser eus arme Kuba, deuet da vout politikour ha prezidant ar republik entre 1940-1944, ha diktatour goude un [[ taol-stad]] e 1952, dilennet e 1954 ha diskaret e 1958. Aozañ a reas ur sistem preizherezh en e vro gant skoazell ar [[mafia]] stadunanat a rene war an douristelezh, dindan lasoù [[Lucky Luciano]], [[Meyer Lansky]] ha [[Santo Traficante]].
 
Lamm a voe roet dezhañ gant [[Fidel Castro]], gant dispac'h 1958-1959.
 
E dad, Belisario Batista Palerma, a oa ur guajiro (kouer). Mervel a reas e dud a-raok e 13 vloaz. Kuitaat a reas ar skol da vezañ darbarer kemener. Labourat a reas el labouradegoù-sukr a-raok mont da studiañ da vezañ perukenner ha troc'her barv. A-benn ar fin, da 20 vloaz, ez eas da soudard.
 
==Politiker==
Aozañ a reas ur sistem preizherezh en e vro gant skoazell ar [[mafia]] stadunanat a rene war an douristelezh, dindan lasoù [[Lucky Luciano]], [[Meyer Lansky]] ha [[Santo Trafficante]].
 
Lamm a voe roet dezhañ gant [[Fidel Castro]], gant dispac'h 1958-1959.
 
==Tec'h==
Tec'hel a reas eus Kuba, gant milionoù a zollaroù, d'an [[31 a viz Kerzu]] 1958, da glask repu d'ar [[Republik Dominikan]]. Alese ez eas da chom da Enez [[Madeira]]. Echuiñ a reas e vuhez e Spagn ha mervel a reas d'ar [[6 a viz Eost]] 1973, da 72 vloaz, e [[Marbellal]].
 
[[file:FBatistaWifeHandshake.jpg|right|thumb|Batista (en dorn kleiz) gant e bried kentañ, Elisa Godinez-Gómez, da-geñver ur weladenn e [[Washington D. C.]] en 1938.]]
 
 
 
 
 
 
180 724

modifications