Naer-zour Lerna : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : pl:Hydra lernejska a zo ur pennad vat; Kemm dister
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummad
Linenn 4:
 
'''Naer-zour Lerna''' (Λερναία Ὕδρα / Lernaía Húdra, e gregach) a oa un [[euzhvil]] hag a rae freuz ha reuz e Lerna, hervez mojennoù Hellaz kozh. Meur a benn he devoa, hag unan anezho a oa divarvel, hag adkreskiñ a rae daou all outi kerkent ha ma vezent troc'het unan. Ken flaerius e oa hec'h alan, a deue eus he lies genou eta, ma veze kontammet an dud ha pa veze kousket al loen. Den ne zeue a-benn anezhi, ha lazhañ anezhi a voe an eil eus [[Daouzek trevell Herakles]].
 
 
Merc'h e oa da [[Tifon]] hag [[Ec'hidna]], ha savet e voe gant an doueez [[Hera]] dindan ur wezenn e-tal feunteun [[Aminone]] ha lenn [[Lerna]], en [[Argolis]]. nemet ur penn n'he devoa pa oa ganet, met re all a greskas outi, betek meur a gantad hervez oberourien zo.
 
[[Rummad:Kurioù Herakles]]
[[Rummad:Euzhviled]]
 
{{Link GA|pl}}