Diforc'hioù etre adstummoù "Jacopo Tintoretto"

23 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
[[Skeudenn:Tintorettoselfportrait.jpg|thumbnail|right|200px|Emboltred Tintoretto.]]
'''Tintoretto''', pe '''Jacopo Tintoretto''', zo ul livour [[Italia|italian]], eus ar {{XVIvet kantved}}, unan eus re vrudetañ skol [[Venezia]], hag an diwezhañ eus livourien veur an [[Azginivelezh italian]].
 
== E anv ==
'''Jacopo Comin''' e oa e wir anv. Kement-se ne oa ket anavezet ken e oa bet kavet gant Miguel Falomir, penn kevrenn al livouriezh italian e [[Mirdi ar Prado]], e [[Madrid]], hag embannet a-benn ar fin da-geñver [http://www.esmadrid.com/wps/portal/_pagr/107/_pa.107/130/.reqid/-1?pmcodnav=inay1413&pmlang=es&pmtexto1=Turismo&pmtexto2=Museos+y+Exposiciones&pmtexto3=Exposiciones+imprescindibles&pmtexto4=&pmtipo=htm&pmurl=inay1413.29122006083317.html diskouezadeg veur oberennoù Tintoretto e mirdi ar Prado]. <ref>[http://web.archive.org/web/20070312111352/http://www.cbc.ca/arts/artdesign/story/2007/01/21/tintoretto-name.html?ref=rss Spanish curator uncovers true name of Tintoretto]</ref>
 
En yaouank e veze graet '''Jacopo Robusti''' anezhañ, war-lerc'h e dad, abalamour ma oa un den kreñv a'r c'hreñvañ, en devoa difennet perzhier [[Padova]] a-enep soudarded an impalaer[[Impalaer santel]].
Dont a ra e lesanv Tintoretto eus micher e dad, ''Battista Robusti'', a laboure en ul liverezh dilhad ("tintorìa" en italianeg).
Ganet e oa d'an [[29 a viz Gwengolo]] e [[1518]] e [[Venezia]], hag eno e varvas d'an [[31 a viz Mae]] [[1594]].
 
Diskibl e oa da d-'al livour meur [[Tizian]].
Diouzh a lavarer e oa trec'h d'e vestr evit c'hoari gant al livioù hag ar skeudoù. Marteze eo se zo kaoz ma ne chomas nemet un toullad mizioù gant ar mestr. Troet e oa gant doareoù ar [[mannierismo]] toskan ha roman a veze skignet e [[Venezia]] gant tud evel Sansovino, Salviati ha [[Schiavone]].
 
'''Il Furioso''' a veze graet anezhañ abalamour d'an nerzh a zispigne da livañ. E zoare da implij ar gouloù a rae anezhañ ur rakbarok en ur stumm. E-touez e oberennoù brudetaénbrudetañ emañ an aridennad livadurioù diwar-benn buhez Jezuz ha Mari e skol San Rocco.
 
Meur a oberenn zo bet skrivet gant [[Jean Paul Sartre]] diwar-benn Tintoretto.
Bri a zouge da [[Michelangelo Buonarotti]] a levezonas e zoare da dresañ.
 
Oberennoù brudetañ Tintoretto eo al livadurioù en deus graet eus buhez Jezuz hag ar Werc'hez, er ''Scuola Grande di San Rocco'', ma voe anvet da ginkler ofisiel anezhi en 1564.
 
== Notennoù ==
183 595

modifications