Enkadenn Veur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D fixing dead links
Linenn 48:
Gwellsellerien e chomas an Amerikaned goude ar Yaou Du evelato, da heul disklêriadur ar greantour [[John Davison Rockfeller]] ([[1839]]-[[1937]]) a lavaras en devoa bevet enkadennoù dija, ha bepred e oa distroet berzh ha finborte er vro. <ref>SCHULZ Stanley K., ''Crashing Hopes: The Great Depression'' @ [http://telepresence.wisc.edu/ushistory/lectures/lecture18.html University of Wisconsin] {{en}}</ref> E deroù 1930 e pignas marc'had al lodennoù en-dro : e miz Ebrel e tizhas al live en devoa bet e deroù 1929, hogen bez' e oa c'hoazh tost da 30 % izeloc'h eget barr miz Gwengolo 1929. <ref>[http://www.gold-eagle.com/editorials_98/vronsky060698.html ''Gold-Eagle''] {{en}}</ref> Muioc'h ag arc'hant a voe dispignet e deroù 1930 gant ar gouarnamant hag an embregerezhioù eget na oa bet e 1929, met un digresk a 10 % a voe e dispignoù an dud o devoa kollet e marc'had al lodennoù. Diouzh tu ar c'heloù fall, e kreiz 1930 e krogas ur sec'hor bras en doaroù strujusañ ar Stadoù-Unanet.
 
E kreiz 1930 e oa aet feurioù ar c'hampi <ref group="N">'''Kampi''' : gopr a ro an den a amprest arc'hant d'an den pe d'ar bank a brest an arc'hant-se. Un dregantad eus ar sammad amprestet eo ar c'hampi.</ref> d'an traoñ, hogen an dic'hwezh <ref group="N">'''Dic'hwezh''' : digresk bras ha padus war ar prizioù.</ref> ha diegi an dud da geñver an amprestañ arc'hant a ziskoueze e oa ar postañ hag an dispign en un enkadenn. <ref>HAMILTON James, ''Monetary Factors in the Great Depression'', [http://web.archive.org/web/20070128140150/http://www.econbrowser.com/archives/2007/01/jme_1987.pdf Journal of Monetary Economics] {{en}}</ref> E miz Mae 1930 e oa bet gwerzhet nebeutoc'h a [[Karr-tan|girri-tan]] eget e [[1928]]. An holl brizioù a grogas da ziskenn petra bennak ma chomas ar goproù stabil a-hed 1930, hogen e [[1931]] e krogas an dic'hwezh. Gwashaat a reas stad al labour-douar pa 'z eas ar prizioù war ziskar, hag er rannvrioù ma oa [[Mengleuz|mengleuzioù]] ha [[Koad|koadegi]] greantel rak uhel e oa feur an dilabour ha ral al labourioù all eno.
 
En abeg da ziskar armerzh SUA e sankas an darn vrasañ eus ar broioù all er penn kentañ, ha dasparzh an nerzh hag ar gwander e diabarzh pep bro a wellaas pe a washaas he stad da c'houde. Pa glaskas lod Stadoù lakaat o armerzh da chom war neuñv dre lezennoù-gwareziñ evel ar ''Smoot–Hawley Tariff Act'' ha lakaat kresk war o prizioù er broioù all e voe kreñvoc'h c'hoazh an diskar er c'henwerzh etrebroadel. E dibenn 1930 e oa armerzh ar bed o tiskenn reoliek betek an traoñ, a dizhas e 1933.