Skolveurieg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Istor: mat e vije lakaat ar bloavezh
→‎Hiziv: daou implijer ouzhpenn
Linenn 22:
Ne vez implijet ar ''skolveurieg-falc'huneg'' nemet gant an [[Ti-embann|tier-embann]]-mañ ken :
*[[Brud Nevez]]/Emgleo Breiz, renet gant [[Fañch Broudig]],
*''Ar Skol Vrezoneg,'' renet c'hoazh gant [[Andreo ar Merser]],
*[[Minihi Levenez]], kaset en-dro gant [[Job an Irien]] (a vez lakaet e bennadoù e peurunvan pa skriv e-barzh [[Ya!]]), a zo pezh a chom eus hengoun katolik ar Bleun Brug kozh.
*[[Mikael Madeg]], a embann e-unan e oberennoù.
 
*''Le pays breton'', kelaouenn an [[USBIF]], dalc'het gant ar [[PCF]], ma kaver tammoù pennadoù gant [[Yves Le Du]] bep an amzer.
E-touez fealañ skoazellerien ar ''skolveurieg-falc'huneg'' eo ret menegiñ [[Yann-Bêr Thomin]], bet kuzulier-rannvro, bet maer [[Landerne]], ha bet e-touez renerien diwezhañ ar [[Bleun Brug]], aozadur kozh [[Yann-Vari Perrot]], deuet da vezañ un tasmant hiziv.
 
Met nebeud a bouez a chom en {{XXIvet kantved}} gant ar strolladoù-se, a oa e barr o brud er bloavezhioù [[1960]]. Kement-se a ziskouez diskar ar bed katolik ha laik mod kozh evel-just, ha hini ar brezhoneg war un dro, dre ma n'o deus ket gallet kavout tud yaouank da zerc'hel o stal en he sav.