Kerberos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
'''Kerberos''' a oa ur [[ki|c'hi]] euzhus a ziwalle toull-dor an [[ifernioù]] e mojennoù Hellaz kozh. Tri fenn a oa ouzh e gorf, ha naered ouzh e dri gouzoug.
 
==Ar vojenn==
Mab e oa da [[Ec'hidna]], dezhi dremm ur vaouez ha korf un naer, ha da [[Tifon]], un euzhvil all a dufe tan hag a rae aon d'an doueed zoken. Un toullad breudeur ha c'hoarezed en deva, ken euzhus all, evel [[Ortos]], ki daoubennek an Ifernioù, [[naer-zour Lerna]], [[Leon Nemea]] ha [[C'himera]].
 
Peurvuiañ e vez lavaret en deus tri fenn, ez eus naered e-lec'h blev war e benn pe en-dro d'e c'houzoug, un tamm evel [[Medusa]], hag ul lost aerouant ouzh e benn a-dreñv.
 
==Herakles==
[[Euristeüs]], roue [[Argolis]], a roas urzh da [[Herakles]] tapout [[Kerberos]] en e vev. Hag an haroz neuze da [[Eleusis]], da vezañ kelennet a-zivout kevrinoù Eleusis, evit gallout mont e-barzh an ifernioù, ar bed dindan an douar, hag er-maez ac'hano, ha war un dro bout gwalc'het eus an torfed en devoa graet o lazhañ an dud-kezeg.
 
An toull da vont er bed-se a gavas neuze e [[Taenarum]], ha skoazell en doe digant [[Atena]] da vont e-barzh da gentañ, digant [[Hermes]] da vont er-maez goude. Gant skoazell [[Hestia]] ez eas hebiou da [[C'haron]]. Dieubiñ a reas [[Teseüs]], met ne deuas ket a-benn da dennañ Pirithoos ac'hano.
 
 
<!-- En passant dans le monde souterrain, mais la terre trembla lorsqu'il essaya de libérer Pirithoos et il dut donc le laisser sur place. Ils avaient été emprisonnés par Hadès, liés magiquement à un banc pour avoir essayé de kidnapper Perséphone : la magie était si forte que lorsque Hercule libéra Thésée, des morceaux de ses cuisses restèrent sur le banc, ce qui explique pourquoi ses descendants ont les cuisses maigres. Hercule rencontra enfin Hadès et lui demanda la permission d'amener Cerbère à la surface, ce à quoi Hadès consentit si Hercule parvenait à maîtriser la bête sans arme, ce qu'il réussit ;il écrabouilla la bête pour n'en faire qu'un petit chiot, il le hissa sur son dos, la traînant hors du monde des Enfers à travers une caverne du Péloponnèse. Il l'emmena à Eurysthée qui en fut si effrayé qu'il demanda à Hercule de la ramener au monde souterrain. Au passage à Mycènes, le monstre contamine de sa salive empoisonnée des plantes, que les sorcières utiliseront ensuite pour leurs propriétés maléfiques.-->