Kerberos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
[[Euristeüs]], roue [[Argolis]], a roas urzh da [[Herakles]] tapout [[Kerberos]] en e vev. Hag an haroz neuze da [[Eleusis]], da vezañ kelennet a-zivout kevrinoù Eleusis, evit gallout mont e-barzh an ifernioù, ar bed dindan an douar, hag er-maez ac'hano, ha war un dro bout gwalc'het eus an torfed en devoa graet o lazhañ an dud-kezeg.
 
An toull da vont er bed-se a gavas neuze e [[Taenarum]], ha skoazell en doe digant [[Atena]] da vont e-barzh da gentañ, digant [[Hermes]] da vont er-maez goude. Gant skoazell [[Hestia]] ez eas hebiou da [[C'haron]]. Dieubiñ a reas [[Teseüs]], met ne deuas ket a-benn da dennañ [[Pirithoos]] ac'hano. An daou-se a oa bet tapet gant Hades, ha dre un taol-hud bennak e oant bet staget ouzh ur bank evel pinijenn penegwir o devoa klasket skrapañ Persefone : ken kreñv e oa an huderezh-se, pa voe distaget gant Herakles, ma chomas peget ouzh ar bank tammoù zo eus divvorzhed Teseüs, ha se zo kaoz e anavezer e ziskennidi diouzh o divvorzhed treut.
 
En em gavout a reas Herakles gant Hades ha goulenn digantañ aotre da gas kerberos gantañ war an douar, ha Hades da reiñ e asant gant ma teuje an haroz a-benn da vestroniañ ar c'hi hep kemer arm ebet.Hag a-benn e teuas. Gwaskañ a reas al loen ken e teuas da vezañ ki bihan, e zougen war e chouk, e sachaén e-maez an ifernioù, dre kev ar pelopponez. E gas a reas da Euristeüs, ha ken spontet e voe ar roue ma c'houlennas ouzh herakles e gas en-dro dindan an douar.
 
Pa dremenjont dre Mikenai e kouezhas takennoù eus e halv pistrius war un toullad plantennoù, ma servijont hiriv d'ar sorserezed da ober huderezh du.
 
 
<!--
ce à quoi Hadès consentit si Hercule parvenait à maîtriser la bête sans arme, ce qu'il réussit ;il écrabouilla la bête pour n'en faire qu'un petit chiot, il le hissa sur son dos, la traînant hors du monde des Enfers à travers une caverne du Péloponnèse. Il l'emmena à Eurysthée qui en fut si effrayé qu'il demanda à Hercule de la ramener au monde souterrain. Au passage à Mycènes, le monstre contamine de sa salive empoisonnée des plantes, que les sorcières utiliseront ensuite pour leurs propriétés maléfiques.-->