Kerberos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
==Ar vojenn==
Mab e oa da [[Ec'hidna]], dezhi dremm ur vaouez ha korf un naer, ha da d[[Tifon]], un euzhvil all hag a dufe tan hag a rae aon d'an doueed zoken. Un toullad breudeur ha c'hoarezed en devadevoa, ken euzhus all, evel [[Ortos]], ki daoubennek an Ifernioù, [[naer-zour Lerna]], [[Leon Nemea]] ha [[C'himera]].
 
Peurvuiañ e vez lavaret en deus tri fenn, ez eus naered e-lec'h blev war e benn pe en-dro d'e c'houzoug, un tamm evel [[Medusa]], hag ul lost aerouant ouzh e benn a-dreñv.
 
==Herakles==
[[Euristeüs]], roue [[Argolis]], a roas urzh da [[Herakles]] tapout [[Kerberos]] en e vev. Hag an haroz neuze da [[Eleusis]], da vezañ kelennet a-zivout kevrinoù Eleusis, evit gallout mont e-barzh an ifernioù, ar bed dindan an douar, hag er-maez ac'hano, ha war un dro bout gwalc'het eus an torfed en devoa graet o lazhañ an dud-kezeg.
 
An toull da vont er bed-se a gavas neuze e [[Taenarum]], ha skoazell en doe digant [[Atena]] da vont e-barzh da gentañ, digant [[Hermes]] da vont er-maez goude. Gant skoazell [[Hestia]] ez eas hebiou da [[C'haron]]. Dieubiñ a reas [[Teseüs]], met ne deuas ket a-benn da dennañ [[Pirithoos]] ac'hano. An daou-se a oa bet tapet gant Hades, ha dre un taol-hud bennak e oant bet staget ouzh ur bank evel pinijenn penegwir o devoa klasket skrapañ Persefone : ken kreñv e oa an huderezh-se, pa voe distaget gant Herakles, ma chomas peget ouzh ar bank tammoù zo eus divvorzhed Teseüs, ha se zo kaoz eec'h anavezer e ziskennidi diouzh o divvorzhed treut.
 
En em gavout a reas Herakles gant Hades ha goulenn digantañ aotre da gas kerberos'''Kerberos''' gantañ war an douar, ha Hades da reiñ e asant gant ma teuje an haroz a-benn da vestroniañ ar c'hi hep kemer arm ebet. Hag a-benn e teuas. Gwaskañ a reas al loen ken e teuas da vezañ ki bihan, e zougen war e chouk, e sachaénsachañ e-maez an ifernioù, dre kevgev ar pelopponezPelopponez. E gas a reas da Euristeüs, ha ken spontet e voe ar roue ma c'houlennas ouzh heraklesHerakles e gas en-dro dindan an douar.
 
Pa dremenjont dre MikenaivMikenai e kouezhas takennoù eus e halv pistrius war un toullad plantennoù, ma servijont hiriv d'ar sorserezed da ober huderezh du.