Lev (muzul) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q660818
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Un [[unanenn]] [[hed]] kozh eo al '''lev''' (reizh benel, [[liester]] ''levioù'', eus al [[latin]] ''leuca'' deuet eus ar [[galianeg]]). Implijet e veze e meur a vro en [[Europa]] ha [[Suamerika]]. Talvezout a rae al lev-bost etre 3tri ha 6c'hwec'h [[kilometr]]. Met hedoù liesseurt a veze kavet hervez ar broioù hag ar ranvroioù. En 18vet kantved e veze implijet al lev evel un unanderenn gorread, lev pe lev garrez. E [[Breizh]] e talveze al lev kement ha 4 800 metr, evel al lev saoz douarel. Ober a reas ar Saozon gant al lev-vor, houmañ 3teir gwech ur mil-mor (5,516 m).
 
E [[1791]] e tivizas [[Bodadeg Vonreizhañ Bro-C'hall]] e vefe graet gant reizhiad ar [[metr]] hiviziken hag e vefe implijet ar c'hilometr evit muzuliañ an hedoù douaroniel.
 
E Breizh e vez kavet [[lec'hanvadurezh|anvioù-lec'h]] gant ''lev'' enno. Div [[traezhenn|draezhenn]] hir kenañ a zo anvet al ''Lev-Draezh'' : unan e foñs [[Bae Douarnenez]] e kumunioù [[Ploudiern]] ha [[Sant-Vig]] hag an eil e [[kornôg]] [[Bro-Dreger]] e kumunioù [[Plistin]], [[Treduder]] ha [[Lokmikael-an-Traezh]].
 
==Gerioù deveret==
*leviata : beajiñ da bell,
*leviad : hedad al lev,
*[[bannlev]] : tolpadoù poblañs tro-dro d'ur gêr. Gwechall e [[Bro-C'hall]] e veze paet tailhoù bihanoc'h dindan 4peder lev tro-dro da [[Pariz|Bariz]].
*kardlev : ur c'hard eus ul lev, da lavarout eo ur c'hilometr.