Diforc'hioù etre adstummoù "Kerberos"

1 244 okted ouzhpennet ,  7 vloaz zo
Mab e oa da [[Ec'hidna]], dezhi dremm ur vaouez ha korf un naer, ha da d[[Tifon]], un euzhvil all hag a dufe tan hag a rae aon d'an doueed zoken. Un toullad breudeur ha c'hoarezed en devoa, ken euzhus all, evel [[Ortos]], ki daoubennek an Ifernioù, [[naer-zour Lerna]], [[Leon Nemea]] ha [[C'himera]].
 
Peurvuiañ e vez lavaret en deus tri fenn, ez eus naered e-lec'h blev war e benn pe en-dro d'e c'houzoug, un tamm evel [[Medusa]], hag ul lost aerouant ouzh e benn a-dreñv.
 
 
Lavaret e veze e c'halle an tri fenn gwelout en tremened, en am-zer-vremañ, hag en da-zont. E skridoù zo koulskoude e lavarer ec'h aroueziont ar c'handigezh, ar yaouankiz hag ar gozhni. Pep penn ne zebr nemet kig bev, setu perak e laoskont speredoù ar re varv da zont en ifernioù met ne lezont hini ebet da vont kuit. Kerberos eo ki-diwall feal Hades, chadennet ouzh toull-dor ar bed dindan-zouar. Euzhién a rae ar re varv hag a glaske e sioulaat o reiñ ur gouign mel a veze lakaet en o bez war un dro gant ar skodig da C'haron lakaet en o genou.
<!--Mais Cerbère était aussi terrible pour les vivants qui essayaient de forcer la porte des Enfers comme Pirithoos et Thésée, qui cherchaient à enlever Perséphone. Psyché qui était venue chercher la boîte à cosmétique de Perséphone sur l'ordre d'Aphrodite l'endormit avec un gâteau trempé dans du vin drogué. Énée fit de même avec un gâteau soporifique préparé par la Sibylle7.
 
Plusieurs héros parviennent à déjouer sa vigilance, voire à le vaincre. Orphée, décidé à sortir des Enfers sa femme Eurydice, morte d’une morsure de vipère, parvient à le charmer en chantant et en jouant de sa lyre et bien sûr Hercule dans les douze travaux d'Hercule -->
 
==Herakles==
189 212

modifications