Istor Bro-Skos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
 
[[Restr:Scottish Parliament building, Holyrood.jpg|thumb]]
Abaoe 1714 eta eo bet renet Bro-Skos evel un darn eus rouantelezh Breizh-Veur, gant rouaned an tiegezhioù [[Tiegezh Hannover|Hannover]] ha [[Tiegezh Sachsen-Coburg-Gotha| Sachsen-Coburg-Gotha (Windsor)]]. Gant [[Mare ar Sklêrijenn]] hag an [[Dispac'h Greantel]] e teuas Bro-Skos da vezañ unan eus ar c’hreizennoù sevenadurel, kenwerzhel ha greantel pouezusañ en Europa. Etre an daou vrezel ha, dreist-holl, goude an [[Eil Brezel-bed]] ez eas d’an traoñ, tamm-ha-tamm, an obererezhioù greantel (sevel-listri, labour an houarn hag ar glaou). E dibenn an {{XXvet kantved}} avat e voe gwelet un adsav sevenadurel hag armerzhel, diazezet evit darn war an eztennañ [[tir-eoul]] ha [[gaz]] e [[Mor an Hanternoz]]. War an dachenn bolitikel e oa kreñv [[Strollad al Labour (R.U.)|Strollad al Labour]], a zastume an darn vrasañ eus ar mouezhioù, betek dibenn ar c’hantved pa voe gwelet broadelourien ar [[Scottish National Party]] (SNP) o tapout nerzh a-nebeudoù. E 1998 e voe divizet sevel ur [[Parlamant Bro-Skos|parlamant]] evit Bro-Skos hag abaoe 1999 ez eus un tamm emrenerezh gant ar vro, dezhi ur parlamant hag ur gouarnamant. D’an 18 a viz Gwengolo 2014 e vo ur [[Referendom Bro-Skos|referendom]] da c’houzout ha fellout a ra da Skosiz mont pelloc’h c'hoazh ha kaout ur stad dizalc’h diouzh Breizh-Veur.