Gwad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Danvezennoù er gwad: distagañ gerioù
Linenn 12:
== Danvezennoù er gwad ==
Gant [[mel askorn|mel an eskern]] hir e vez kenderc'het kelligoù ar gwad.
* [[Eritrokit]], anvet ivez "globulennoù ruz" pe ''kelligoù ruz'' daoust ma n'int ket kelligoù evit gwir dre n'eus na [[kraoñell (bevoniezh)|kraoñell]] na [[organit]] ken enno. Un eritrokitenn a bad 120 devezh ha distrujet e vez gant an [[avu]], ar [[felc'h]] pe mel an eskern. Enno emañ an [[hemoglobin]] a dreuzkas an dioksigen 0<sub>2</sub>, an dioksidenn garbon CO<sub>2</sub> hag ar [[monoksidenn garbon|vonoksidenn garbon]] CO. Pinvidik-tre eo an hemoglobin e houarn ha gouest eo da stagañ enni an dioksigen disolvet er plasma. War-lerc'h bezañ bet karget e dioksigen (e logigoù ar skevent) e vez kaset an eritrokitennoù gant fonn ar gwad betek ar gwiadoù e-lec'h ma zieubont an dioksigen. Karget e vezont aze e dioksidenn garbonek daoust ma vez dalc'het er plasma dreist-holl ar molekulennoù-se.
* [[Leukokit]], "globulennoù gwenn" pe ''kelligoù gwenn''. Ur roll a-bouez o deus er reizhiad hangaeañ dre zistrujañ an elfennoù kontammus. Liesseurt int : [[granulokit]], [[limfokit]], [[monokit]] ... pep hini gant ur perzh disheñvel.
* [[Trombokit]], "plaketennoù" pe ''pladanoù''. Tammoù kelligoù hep kraoñell int evel an eritrokit hogen, organitoù a zo enno. Diwar-se int gouest da analañ ha da broduiñ proteinoù. Ur roll pennañ o deus e kaoulediñ ar gwad.