Lannarstêr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 129:
** Distrujoù bras a voe e Lannarstêr gant bombezadegoù ar [[Royal Air Force|Rouantelezh-Unanet]] hag an [[United States Army Air Forces|SUA]]. Lazhet e voe degadoù a dud nann-soudard.
** Du-Kerzu 1940: tost bemnoz e son ar galv-diwall; bombezet eo an arsanailh d'ar 7 ha d'ar 27 a viz Kerzu, daou garr-nij eus ar Royal Air Force a gouezh er gumun e miz Kerzu.
** 1941: bombezadegoù en-dro d'an 12 a viz Genver ha d'ar 15 a viz Meurzh; meur a di a zo distrujet ha daou zen nann-soudard lazhet en noz etre an 12 hag an 13 a viz Ebrel; en noz etre ar 7 hag an 8 a viz Mae, tro un eur, e kouezh bombezennoù-entanañ war ar c'hamp indezsinaat e Beg ar Men lec'h ma 'z eo lojet tud o labourat evit an [[Aozadur Todt]]: 80 labourer da nebeutañ a zo devet ez-vev, an darn vrasañ anezhe o vout Izelvroiz, Belgiz ha Spagnoled; d'ar 4 a viz Gouere eo troc'het an hent-houarn etre Lannarstêr hag [[Henbont]]; en noz war-lerc'h e klask an nijourion tizhout ar pont hent-houarn dreist d'ar [[Skorf]], bombezennoù a gouezh en arsanailh; an arsanailh a zo tizhet c'hoazh d'an 23 a viz Du diouzh an noz, ur micherour spagnol a zo lazhet e kamp an Aozadur Todt el Lann Vras, lazhet un den war e leve ivez <ref> Yann Lukas, ''Lanester, histoire d’une ville'', Embannadurioù Palantines, Kemper, 1999, pajennoù 73-76 </ref>.
** 1942: bombezadegoù stank d'ar 15 a viz Meurzh en-dro, nebeut a zistrujoù; distrujoù dister d'an 13 a viz Ebrel, klask a ra an nijourion distrujañ Pont ar Boulom dreist d'ar [[Blavezh]] <ref> Yann Lukas, ''Lanester, histoire d’une ville'', Embannadurioù Palantines, Kemper, 1999, pajenn 76 </ref>.
** Genver-C'hwevrer [[1943]]: d'ar 14 a viz Genver eo roet urzh gant [[Winston Churchill]] distrujañ kement tra a c'hell servijout d'al listri-spluj alaman diazezet e Kerroman, d.l.e. bombezañ stank ha didruez An Oriant, Lannarstêr hag ar c'humunioù tro-war-dro; kerkent, d'ar 14 a viz Genver, e krog ar bombezadegoù, padout a reont betek ar 16 a viz C'hwevrer; 51 den nann-soudard a voe lazhet e Lannarstêr <ref> Yann Lukas, ''Lanester, histoire d’une ville'', Embannadurioù Palantines, Kemper, 1999, pajennoù 76 ha 77 </ref>.