Traoñienn Aran : diforc'h etre ar stummoù

3 okted ouzhpennet ,  7 vloaz zo
D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Okitania)
DAucun résumé des modifications
'''Traoñienn Aran''' (''Val d'Aran'' anv ofisiel [[okitanek]], ''Vall d'Aran'' e [[katalaneg]]) zo un draoñienn eus ar [[Pireneoù]] a zo stag ouzh [[Spagn]], e korn gwalarn [[Generalitat de Catalunya|Katalonia ar C'hreisteiz]]. E-kreiz aradennad ar Pireneoù emañ ha drezi e tremen ar stêr [[Garona]]. Unan eus [[traoñienn]]où uhelañ ar Pireneoù eo (un drederenn eus an tolead zo a-us da 2.000 metr a-us ar mor), ha bez’ eo an tamm nemetañ eus [[Generalitat de Catalunya|Katalonia ar C'hreisteiz]] zo war kostez hanternoz ar menezioù-se, da lavaret eo al lodenn nemetañ eus Katalonia a red he dourioù war-zu an hanternoz ha war-zu ar [[Mor Atlantel]]. Troc’het eo diouzh ar peurrest eus stad Spagn gant menezioù uhel ha n’int treuzet nemet gant daou hent : un ode war an uhel hag un tunnel dindan torosennad ar [[Maladeta]]. Toullet e voe un tunnel kentañ dindan renad [[Francisco Franco|Franco]], e [[1948]], ha nevez zo e oa bet digoret unan nevez en e lec’h. An ode a vez stanket alies gant an [[erc'h]] e-pad ar [[goañv]]. Abalamour da se eo bet diaes e-pad pell an darempredoù etre an draoñienn ha kreisteiz ar Pireneoù. Aesoc’hik e oa al liammoù gant an hanternoz, pa ne oa nemet diskenn a-hed ar stêr Garona da ober.
 
Unan eus [[komark]]où Katalonia eo, kelc’hiet gant stad [[Frañs]] en hanternoz, [[Aragon]] er mervent, ha ''comarques'' katalan [[Alta Ribagorça]] ha [[Pallars Sobirà]] er c’hreisteiz hag er reter. Poblet e oa an draoñienn gant 9.219 a annezidi e [[2003]]. [[Vielha]] eo kêr-benn an tolead..
 
== Yezh ==
Er [[Krennamzer|Grennamzer]] e oa stag parrezioù Traoñienn Aran ouzh eskopti [[Sant Bertrand de Comenge]], zo ur gêr un tamm pelloc’h en hanternoz ha bremañ er Stad C’hall. Ul lodenn eus an eskopti-se e chomas an draoñienn betek [[1802]]. Met er Grennamzer ivez e oa an draoñienn e dalc’h aotrouien eus an diavaez, a-bep-eil konted [[Bigorra]], konted [[Comenge]], konted eus Katalonia pe rouaned [[Aragon]]. Meur a wech e voe staget ouzh kurunenn Aragon (e 1067, e 1312…). E 1512 e voe adstaget da vat ouzh [[rouantelezh Aragon]], a oa neuze un tamm eus rouantelezh nevez Spagn.
 
Aloubet e voe an draoñienn gant ar C’hallaoued etre 1808 ha 1815 hag un tamm eus an departamant [[Haute-Garonne]] e voe neuze (arondisamant [[Sent Gaudenç]]).
 
E dibenn renad [[Francisco Franco]] e voe adsavet ensavadurioù emren an draoñienn. D’ar 26 a viz Gouere [[1979]] en em vodas dilennidi ha pennadurezhioù ar vro da grouiñ ar Bodad evit adsevel ensavadurioù istorel Traoñienn Aran.
192 992

modifications