Divi Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
==E vicher : skrivagner, troer, maketenner==
 
Divi en deus skrivet e brezhoneg peogwir e oa bet savet gant tud hag a skrive brezhoneg pe a embanne a bep seurt skridoù e brezhoneg. Da skouer, e dad a oa skrivagner brezhonek. Tro en deus bet ivez a-viskoazh da welet kelaouennoù brezhoneg er gêr. Setu m'en doa Divi tud hag a vounte un tamm evit ma vije skrivet traoù gantañ e brezhoneg. Kroget eo da dreiñ ha da skrivañ levrioù e brezhoneg er gêr. Brezhoneg a oa yezh ar gêr, ha gant e vreur hag e c'hoarezed e savent a bep seurt traoù, istorioù, kelaouennoù bihan, bannoù-treset ... . An traoù kentañ bet embannet gantañ pa oa bihan a oa en "''[[Wanig ha Wenig]]"'', ha goude se, en ur gelaouenn « underground » anvet [[Yod-Kerc'h]], o skrivañ traoù fentus, disheñvel pe ijinadennoù nevez e brezhoneg.
 
E wir vicher a zo ar skrivañ, an treiñ hag ar maketenniñ, o labourat bemdez evit an embannerien vrezhonek dre hanterouriezh [[Kuzul ar Brezhoneg]]. Tro da skrivañ a zeu kentoc'h dindan ar redi micherel ; n'en devez ket trawalc'h a amzer kammed da ober ar pezh a blijfe dezhañ ober.
 
==Oberennoù==
Divi a ra troidigezhioù, danevelloù, pennadoù kelaouennerezh ha traoù all c'hoazh. Skrivañ a ra ivez levrioù evit ar re vihan hag ar re vras.
 
** Skrivañ en deus bet graet e-barzh meur a gazetenn evit ar vugale pe ar grennarded : Wanig ha Wenig, [[Cholori]], [[Talabao]]...
** Skrivet en deus pennadoù evit kelaouennoù evel [[Al Lanv]], [[Yod -Kerc'h]] hag [[Hor Yezh]].
** Levrioù evit deskiñ brezhoneg (hentenn [[Assimil]]) : ''Le breton de poche'', ''Le breton'' (collection sans peine) ; pe pinvidikaat e vrezhoneg : ''Geriaoueg luc'hajoù ar brezhoneg'' (An Alarc'h)
** Skrivañ a ra ivez levrioù diwar-benn Breizh e galleg, da skouer : ''Emblèmes & Symboles des Bretons & des Celtes, Légendaire celtique, Petit guide des noms de lieux bretons, Guide des drapeaux bretons et celtes" (gant [[Mikael Bodlore-Penlaez]])...
** Levrioù ha danvez diwar-benn douaroniezh ha sevenadur Breizh : ''Atlas de Bretagne / Atlas Breizh'' divyezhek penn-da-benn, lec'hienn [[GeoBreizh]]...
** Treiñ a ra levrioù gallek en brezhoneg, da skouer : ar C'hazh, Asteriks hag Obeliks hag an distro, [[Troioù-kaer Tintin]] (meur a ditl),... .
** Ober a ra troidigezhioù a bep seurt.