Petronila Aragon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummadoù
Linenn 3:
Merc'h e oa da [[Ramiro II Aragon]] ''el Monje'' ha da [[Agnes Poatev (rouanez Aragon)|Inés Poatev]].
 
Pa oa marvet divugel ar roue [[Alfonso Iañ Aragon]] ''el Batallador'' e oa mantret uhelidi Aragon dre ma ne oa mab ebet da reiénreiñ ar gurunenn dezhañ. Neuze e voe embannet e oa anvet e vreur bihan Ramiro da roue. Hennezh a oa manac'h en ur gouent. Klasket e voe ur briñsez da bried dezhañ, ha kavet e voe un intañvez frouezhus, dezhi pevar bugel, [[Inés Poatev]].
 
D'an 29 a viz Mezheven 1136 e voe ganet ar briñsezig Petronila. Bloaz goude e oa sinet an dihelloù dimeziñ en Barbastro a gemenne dimeziñ Petronila da [[Ramón Berenguer IV]], [[kont Barcelona]], evit klask peurstagañ an div vro, ar rouantelezh hag ar gontelezh. Evel-se e voe diskoulmet ar gudenn, hag asuret ur pennhêr da Aragon. Ramiro II en em dennas neuze da gouent San Pedro el Viejo, a oa e Huesca, en ur virout e ditl a roue, ha Inés Poatev a zistroas da Vro-C'hall. Petronila a voe desket e lez kont Barcelona.
 
E-pad an amzer-se e klaskas kurunenn Kastilha dimeziñ Petronila da [[Alfonso VII]], roue Kastilha, pe gant e vab [[Sancho el Deseado]], evit unaniñ div gurunenn Kastilha hag Aragon, ha reiñ da Betronila an anv [[Urraca]]. A-benn ar fin e reas tro wenn.
Linenn 15:
Mervel a reas en Barcelona d'ar 15 a viz Here 1173. Beziet e voe en iliz-veur Barcelona.
 
[[Rummad:rouanezedRouanezed Aragon]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1135]]
[[Rummad:Marvioù 1173]]
[[Rummad:Istor Katalonia]]