Ramiro Arrue : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Ramiro Arrue y Valle''', pe ''' Ramiro Arrue''' hepmui (1892-1971), a oa un arzour ha livour euskarat. Ganet e oa e 1892 en [[Bilbo]], ha marvet e [[Donibane Loizun]] e 1971.
 
[[File:Ramiro Arrúe - Basques jouant aux cartes (Basques Playing Cards) - Google Art Project.jpg|thumb|''Euskariz o c'hoari ar c'hartoù'' , war-dro. 1919 [[ Mirdi Arzoù-kaer Bilbo]].]]
 
E dri breur koshoc'h, Alberto, Ricardo, ha [[José Arrue|José]], a oa arzourien ivez hag alies o deus bet graet diskouezadegoù a-gevret. Div c'hoar en doa ivez. O zad, Lucas Arrue, a oa dastumer arzoberennoù, ha gwerzhañ a reas e zastumadegoù (enne un daolenn diwar zorn [[Goya]]) evit paeañ deskadurezh arzel e vibien. Da naontek vloaz ez eas Ramiro da gêr [[Pariz]] da vezañ kelennet d'an [[Académie de la Grande Chaumière]]. E [[Montparnasse]] edo o chom hag eno e reas anaoudegezh gant kenvroidi evel [[Ignacio Zuloaga]] ha [[Francisco Durrio de Madrón]], hag ivez ar c'hizeller gall [[Antoine Bourdelle]], a oa kamarad bras dezhañ. Tud all a anavezas ivez evel [[Picasso]], [[Amedeo Modigliani|Modigliani]], ha [[Jean Cocteau]]. E 1911 e voe diskouezet oberennoù Arrue er ''Salon des Artistes français''.