Alfonso Iañ Aragon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù
Linenn 3:
 
Mab e oa d'ar roue [[Sancho Iañ Aragon]] ha d'e eil pried [[Félicie de Roucy]] . Ren a reas war-lerc'h e hantervreur, [[Pedro Iañ Aragon]]. Ur roue brezelour e voe, ha brasaat a reas e rouantelezh, kemer Zaragoza, ha lodenn greiz traonienn ar stêr [[Ebro]].
 
 
Dimezet e oa da [[Urraca Iañ León]] en 1109, ha neuze e oa [[roue León]], roue Kastilha ha roue Galiza en he ser. neuze e kemeras an titl a « Impalaer León ha roue Spagn en he fezh » pe « Impalaer Spagn en he fezh ». En 1114 e tispartias an daou bried, dre ma ne roe ar wreg rouanez mab ebet d'ar roue, ha rannet e voe o div rouantelezh.
 
 
==Marv ar roue==
En 1134 e varvas Alfonso Iañ en [[emgann Fraga]], hag eñ divugel. Fall an traoù er rouantelezh. Bec'h en doa bet ar roue gant e wreg [[Urraca Iañ León]], bec'h gant ar pab [[Paskal II]]. En e destamant e laoskas e rouantelezh gant an urzhioù armet: [[Urzh an Templ]], [[Urzh an Ospital]], [[Urzh ar Sepulkr Santel]]. Uhelidi ar vro avat ne oant ket evit gouzañv kement-se, ha mont a rejont da dennañ eus e gouent ar manac'h Ramiro, breur da Alfonso, da reiñ ar gurunenn dezhañ. Ha setu [[Ramiro II Aragon]], lesanvet ''ar Manac'h'', war gador ar roue.
 
 
[[Rummad:rouanedRouaned Aragon]]
[[Rummad:Rouaned Navarra]]
[[Rummad:Ganedigezhioù ar bloavezhioù 1070]]
[[Rummad:Marvioù 1134]]