Reun ar Glev : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : '''Reun ar Glev''', pe '''Ronan ar Glev''' (''René Le Gléau'' evit ar velestradurezh c’hall) a oa ur yezhour hag ur geriadurour brezhonek. Ganet e oa bet e Lokournan e [[1922...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Reun ar Glev''', pe '''Ronan ar Glev''' (''René Le Gléau'' evit ar velestradurezh c’hallc'hall) a oa ur yezhour hag ur geriadurour brezhonek.
 
Ganet e oa bet e [[Lokournan]] e [[1922]] ha marvet e oa e [[Brest]] d’ard'ar [[7 a viz Here]] [[2008]] da 86c'hwec'h vloaz ha pevar-ugent. Ar brezhoneg e oa e yezh kentañ, yezh e dud, met meur a yezh all en deus studiet goude, peogwir eo bet o kelenn galleg, latin, gresianeg ha brezhoneg. Tapout a reas ar c’hc'h-CAPES war al lizhiri klasel ha dont da vezañ kelenner eil derez e [[Normandi]] da gentañ hag e Brest adalek [[1966]] betek [[1987]] pa’zpa'z eas war e leve. Ouzhpenn bezañ kelenner lizhiri klasel e voe ivez unan eus ar re a gelennas brezhoneg en eil derez e Brest.
 
War-lerc’hlerc'h an [[Eil brezel-bed]] e voe unan eus ar re a yae da werzhañ levrioù brezhonek war ar marc’hadoùmarc'hadoù e [[Bro-Leon]], evit ar gevredigezh [[Breuriezh Al Levrioù Brezhonek]] (BALB). Goude-se e stagas da vat gant studiadennoù war geriaoueg hor yezh ha war hehec'h ereadur. Ur marc’hmarc'h-labour e oa ha dont a reas da vezañ unan eus ar gwellañ arbennigourien war ar brezhoneg. Kenlabourat a reas gant [[Strollad An Deskadurezh Eil Derez]] (SADED) er bloavezhioù 1960tri-ugent, da sevel kentelioù yezhadur. E [[1973]] e voe embannet gantañ e ''Syntaxe du breton moderne''. Er bloavezhioù 1990dek ha pevar-ugent e voe embannet gantañ ''Études syntaxiques bretonnes'', adembannet e [[1999]] ha [[2000]]. E oberenn anavezetañ eo e c’heriadurc'heriadur e dek levrenn anvet ''[[Dictionnaire classique français-breton]]'', ma kaver miliadoù a skouerioù tennet eus skridoù brezhonek an XIX{{vet}} hag an {{XXvet kantved}} da ziskouez penaos implij ar gerioù.
 
==Oberennoù==