Yann Gonan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ganet eo '''Yann Gonan''', '''Jean Conan''', d'an [[3 a viz Gwengolo]] [[1765]] e karter [[Abati Santekroe]], e [[Gwengamp]], ([[Aodoù-an-Arvor]]) ha marvet d'an [[18 a viz Kerzu]] [[1834]] e [[Tredraezh]] (22). Ur [[barzh]] brezhonek eo.
 
===Buhez===
Linenn 11:
 
=====E familh hag e vugale=====
Setu amañ roll ar vugale en deus bet gant e ziv gwregwreg :
 
- Bugale bet gant Marguerite-Jacquette Menguy :
Linenn 20:
* Pierre Louis Conan (1797 - ?) dimezet gant Anne Keraudren (matezh) e 1830 e Tredraezh.
* François Conan (1805 – 1874) dimezet gant Françoise Goasdoué (nezerez) e 1832 e Tredraezh.
* Anne Conan (1808 - ?) a zimezas gant Charles-Marie Toudic (gwiader e [[Perroz-Gireg]]) e 1842 e Tredraezh.
* Joseph Conan (1811 – 1812).
 
Linenn 27:
[[Restr:Avanturio-diell.jpg|400px|right|thumbnail|Dornskrid an Avanturio]]
 
Ar pezh a blije dezhañ en galleg a lakae e stumm gwerzennoù brezhonek. Skrivet en deus ur varzhoneg emvuheziadur e brezhoneg a dremen 7000 gwerzenn o tanevelliñ e vuhez ha dreist-holl e veajoù pesketa hag arme. Anvet eo : Avanturio ar citoian Jean Connan a Voengamb. Dre zigouez e voe adkavet an dornskrid e levraoueg kastell Lesquiffiou e Pleiber-Krist e-kreiz ar c'hantved diwezhañ. Ennañ e vez danevellet gantañ e boanioù-spered soudard bloaz II ar Republik da goulz an Dispac'h Gall. Skrivet e voe se gantañ pa oa gwiader ha kozh e Tredraezh.
 
===Oberennoù===
Linenn 39:
Ne skriver ket ken ar yezh evel ma rae Yann Gonan, levezonet da vat gant ar "brezhoneg beleg" breinet gant ar galleg. Kement en deus lakaet a c'halleg ken e vez trubuilhet al lenner alies.
 
Daoust da se, en deus e yezh perzhioù dreist. Da zeskiñ a zo digantañ war dachenn ar rannyezhouriezh, alies blaz brezhoneg Goueloù war e yezh. Santet e vez ez eo brezhoneger a-vihanik.
 
Studiet en deus kalz ar skridoù koshoc'h, reoù ar pezhioù-c'hoari kozh. Adkavout a reer a-wechoù, moarvat hep gouzout dezhañ zoken, aspadennoù eus ar brezhoneg-krenn evel enklotennoù pe glotennoù diabarzh.
 
=====Treser=====
Kavet a zo bet 14 tresadenn en dornskridoù "Louis Eunius », « Santes Jenovefa » hag « Avanturio ar Citoien Jean Conan a Voengamb ». Gwelet e vez e plij se kalzik dezhaéndezhañ. E-barzh « Santes Jenovefa » eo e kaver ar muiaénmuiañ anezhe hag ar re vravañ.
 
===Notennoù, daveoù, lec'hiennoù===