Yann Gonan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 8:
D'an oad a 12 vloaz e teuas Yann Gonan da vezañ mevel en [[Abati Boporzh]], e [[Keriti-Pempoull]], e-lec'h ma tremene e nozvezhioù o lenn. Posubl eo e oad o klask ober ur manac'h anezhañ. An nebeud a c'hobr en deveze a zispigne da brenañ levrioù. Desket e voe dezhañ lenn a skrivañ en abati-se. Lenn a rae diouzh an noz diwezhat. E blijadur e oa. Lenn a rae al levrioù santel, an [[Testamant Kozh]] hag an [[Testamant Nevez]]. E berr-amzer o deskas dre eñvor. Goude se e lennas levrioù lezennel hag ivez levrioù diaoulek evel an [[Alibardon ]]!
 
=====SoudardMartolod ha martolodSoudard, an Dispac'h Gall=====
E 1785, e voe anvet Yann Gonan da soner taboulin ur gompagnunezh soudarded e Gwengamp. Lesanvet e oa "Guingamp" pa oa soudard.
Ur plac'h a garas, met ne voe ket aotreet gant he zud da zimezién ganti. Da heul se eo en em ouestlas e 1786 da vont da besketa moru en [[Douar-Nevez]] met a-benn ar fin e teuas buan a-walc'h en-dro da Vreizh da Abati Boporzh ha d'al levraoueg e-lec'h ma plij dezhañ lenn ha studiañ.