Yann Gonan : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 44:
* 'Ar vue a Sant ar voan'. Buhez sant Erwan (buhezskrid gwerzennaouet sant Erwan. E kastell Leskifioù e Pleiber-Krist emañ. Boulc'het e vije bet e 1827. 4243 gwerzenn.
* 'An inosans reconu a santes Jenovefa', 1825. Dornskrid ar Bibliothèque Nationale, dastumad keltiek n° 24, eus ar 16 a viz Kerzu 1825/Tredraezh. Un doare eo eus istor Iwerzhon ha buhez Jenovefa a Vrabant. 7138 gwerzenn.
* 'Avanturio ar Citoien Jean Conan a Voengamb', bet adkavet e levraoueg kastell Leskifioù e [[Pleiber-Krist]]. Dornskrid kavet ivez e Levraoueg Kêr Roazhon. 1826. 7065 gwerzenn. E vuhez eus an oad a 12 vloaz betek an oad a 35 bloaz : mevel, martolod, soudard republikan e-pad ar reveulzi.
* 'Jérusalem délivrée' bet lakaet e brezhoneg diwar labour Tasse. 1728-1829. 7174 gwerzenn.
* 'Ar Boked Sacr', lesanvet 'An Tad Boucher' gant e vugale, a oa un droidigezh tennet eus ul levr bet kavet gantañ elevraoueg Abati Boporzh. D'an nebeutañ 8280 gwerzenn.
* L’ «Ecriture Sainte », hervez Faénch an Uzel, Yann Gonan en defe bet troet ul lodenn vras eus ar Bibl
En holl ez eus 29260 gwerzenn miret en deiz a hiziv, moarvat 37540 gwerzenn skrivet etre holl, bet skrivet pa oa erru kozh.
===E vrezhoneg===
Ne skriver ket ken ar yezh evel ma rae Yann Gonan, levezonet da vat gant ar "brezhoneg beleg" breinet gant ar galleg. Kement en deus lakaet a c'halleg ken e vez trubuilhet al lenner alies.
|