Yann Gonan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 12:
E [[1785]], e voe anvet Yann Gonan da soner taboulin ur gompagnunezh soudarded e Gwengamp. Lesanvet e oa "Guingamp" pa oa soudard.
Ur plac'h a garas, met ne voe ket aotreet gant he zud da zimeziñ ganti. Da heul se eo en em ouestlas e [[1786]] da vont da besketa moru en [[Douar-Nevez]] met a-benn ar fin e teuas buan a-walc'h en-dro da [[Breizh|Vreizh]] da Abati Boporzh ha d'al levraoueg e-lec'h ma plije dezhañ lenn ha studiañ.
Mont a reas neuze war vor war ur vag a tri c'hant tonell anvet "Sauvage". Dirollet e veze ar mor, oberalies. Ober a rejont peñse eno e-mesk ar skorn d'ar 14 a viz Mezheven 1787. ha degemeret en ur meuriad [[Beothuk]] e-lec'h ma tiwanas karantez etrezañ hag un indianez.http://fr.wikipedia.org/wiki/B%C3%A9othuks
[[Restr:Beothuk camp.jpg|400px|thumbnail|kleiz|Ur gêriadenn Beothuk, gant John Cartwright]]
A-benn ar fin, e voe tapet war ur vag all hag e voe degaset en-dro da Vreizh e-lec'h ec'h adkavas levraoueg Boporzh e miz Kerzu 87.
 
Eurediñ a reas d'ar [[24 a viz Genver]] [[1789]] gant Marguerite-Jacquette Menguy. ; gantiGanti o devo daou vugel.
 
D'ar [[24 a viz C'hwevrer]] [[1792]], d'an oad a seizh vloaz warn-ugent, e tistroas d'an arme, ha gant e rejimant e tapjont [[Palez an Tuileries]]. En em gannañ a reas e [[Hondschote]], [[Wattignies]], [[Fleurus]], [[Menen]]... dindan urzhioù ar jeneraled [[Jean Nicolas Houchard]] ha [[Jean-Baptiste Jourdan]].
Ar bloaz war-lerc'h, e [[1793]], e voe gloazet en e vorzhed, hag adkaset d'ar gêr e [[1794]] da-heul ur gwallzarvoud all.
Mervel a reas Marguerite-Jacquette Menguy, e wreg, d'ar [[25 a viz Genver]] [[1797]]. Addimeziñ a reas Yann Gonan, hag eñ gwiader a daou vloaz ha tregont, gant Marie Jeanne Le Thomet (nezerez) d'an 2 a viz Mendem eus ar 6vet bloavezh e Gwengamp ; pevar bugel o doe asambles.
 
E miz Ebrel 1796 en emgannas a-enep d'ar Chouanted e [[Koad Malane]], e-kichen Gwengamp. D'ar 26-27 a viz Here 1799 e klaskas ar Chouanted aloubiñ [[Sant-Brieg]]. Yann Gonan a oa e-touez difennerien kêr.
 
===Fin e vuhez, gwiader adarre===