Otto Heinrich Warburg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
[[Hans Adolf Krebs]], ur mezeg alaman ken brudet all, a voe e-touez e studierien : deroet e voe Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh dezhañ e [[1953]].
 
Daoust d'e dad bezañ a orin yuzev ne oa ket bet trubuilhetatahinet '''Warburg''' gant an [[Nazi]]ed p'o devoa kemeret ar galloud en [[Alamagn]] e [[1933]] : gwir eo ne voe ket aotreet da gelenn ken, met ne voe ket kaset da louediñ e-barzh unan eus ar [[kamp-bac'h|c'hampoù-bac'h]] a groge da vezañ savet er vro a-bezh kennebeut. Un ofiser eus an dibab e oa bet en ur rejimant marc'hegerezh eus an arme brusian e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] ha tapet an ''Eisernes Kreuz'' (Kroaz Houarn) gantañ en abeg d'e galonegezh en emgann. N'eo ket a-walc'h da zisplegañ abalamour da betra e oa bet espernet. E [[1935]] e oa bet oberataet [[Adolf Hitler]] ha lamet ur polip diwar e [[kerdin-mouezh|gerdin-mouezh]] : betek-gouzout na grogfe ar [[krign-bev|c'hrign-bev]] ennañ, ha kendrec'het-mat e ouife '''Otto Warburg''' kavout an tu d'e bareañ, en devoa graet e veno ar c'hañseller nazi da wareziñ ar gouizieg.
 
{{DEFAULTSORT:Warburg, Otto Heinrich}}