Otto Heinrich Warburg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Otto Heinrich Warburg''', bet ganet d'an [[8 a viz Here]] [[1883]] e [[Freiburg im Breisgau]] ([[Impalaeriezh alaman]] d'an ampoent) hag aet da Anaon d'ar [[1añ a viz Eost]] [[1970]] e [[Berlin]] ([[Alamagn ar C'hornôg]] d'an ampoent), a oa ur mezeg, fiziologour ha bevgimiour [[Alamagn|alaman]].
 
==Red e vicher==
Paket e oa bet [[Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh]] gantañ e [[1931]] o c'hoprañ e gavadennoù war natur ha mod oberiañ an enzim analañ. O labourat war gelligoù kankrek en devoa kavet ur bec'h ouzhpenn uhel a ion laktat hag a roe da grediñ e oa c'hoarvezet ur goadur.
 
[[Hans Adolf Krebs]], ur mezeg alaman ken brudet all, a voe e-touez e studierien : deroet e voe Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh dezhañ e [[1953]].
 
==E vuhez==
Daoust d'e dad bezañ a orin yuzev ne oa ket bet atahinet '''Warburg''' gant an [[Nazi]]ed p'o devoa kemeret ar galloud en [[Alamagn]] e [[1933]] : gwir eo ne voe ket aotreet da gelenn ken, met ne voe ket kaset da louediñ e-barzh unan eus ar [[kamp-bac'h|c'hampoù-bac'h]] a groge da vezañ savet er vro a-bezh kennebeut. Un ofiser eus an dibab e oa bet en ur rejimant marc'hegerezh eus an arme brusian e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] ha tapet an ''Eisernes Kreuz'' (Kroaz Houarn) gantañ en abeg d'e galonegezh en emgann. N'eo ket a-walc'h da zisplegañ abalamour da betra e oa bet espernet. E [[1935]] e oa bet oberataet [[Adolf Hitler]] ha lamet ur polip diwar e [[kerdin-mouezh|gerdin-mouezh]] : betek-gouzout na grogfe ar [[krign-bev|c'hrign-bev]] ennañ, ha kendrec'het-mat e ouife '''Otto Warburg''' kavout an tu d'e bareañ, en devoa graet e veno ar c'hañseller nazi da wareziñ ar gouizieg.