Herri II Navarra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
{{pennad zo|Herri II}}
 
'''Herri II Navarra ''', anavezet ivez e spagnoleg evel '''Enrique II de Navarra''' hag e galleg evel '''Henri d'Albret''', pe ''Henri II d'Albret'' ( [[Zangoza]] [[1503]]–[[1555]] [[Hagetmau]]), a oa [[roue Navarra]] eus [[1517]] da [[1555]] (ne renas e gwirionez nemet e [[Benafarroa]]), kont [[Fois]], [[Périgord]], [[Bigorra]], [[Albret]], ha Beskont Bearn, Tursan, Gabardan, Tartas ha Lemojez. [[Breur-kaer]] e oa d'ar [[roue gall]] [[Frañsez Iañ]] ha tad-kozh d'ar roue gall all [[Herri IV]].
 
 
==E vuhez==
Ganet e oa d'an [[18 a viz Ebrel]] 1503, e [[Zangoza]], e [[Nafarroa]], war ezlez ar [[stêr Aragon]] a ra an disparti etre an div rouantelezh, [[Rouantelezh Navarra]] ha [[Rouantelezh Aragon]]. Mab e oa da [[Yann III Navarra]], ha da [[Katelin Navarra]], anavezet ivez evel [[Katelin Fois]], [[rouanez Navarra]]. E dad, a oa aotrou Albret, dug Gwienna, ha kont Graves, a oa deuet da vout [[roue Navarra]] goude dimeziñ da [[Katelin Navarra]] (1468-1517), rouanez Navarra, d'ar [[14 a viz Gouhere]] [[1484]] en [[Orthez]]. <br />
En 1515 edo gant e dad el lez c'hall ma reas anaoudegezh gant c'hoar henañ ar roue, a zimezas dezhañ en 1527.
Pa varvas e vamm en [[1517]] e teuas Henri da vezañ [[roue Navarra ]] evel Herri II.
 
==E ren==
Linenn 16:
Eontr [[Katelin Navarra]], [[Yann Fois (1450-1500)]], [[beskont Narbonna]], en devoa embannet n'he devoa ket gwir e nizez da gaout an hêrezh abalamour d'al [[lezen salek]], pa ne oa ket bet anezhi gwech ebet en Navarra. Goulenn a reas ar gurunenn evitañ. Bec'h ha reuz a voe, betek ma voe sinet ar peoc'h e [[Tarbes]] en 1497.
 
Daoust da se e talc'has Yann Fois da stourm: klask a reas dimeziñ e verc'h, [[Germaine de Foix]], da [[Fernando II Aragon]], [[roue Aragon]], intañv goude marv e bried [[Izabel Iañ Kastilha]]. En 1505 e voe graet an eured.
Fernando a gasas e jeneral [[Ferdinand Alvare de Toledo, dug Alba|dug Alba]] da gemer [[Pamplona]] en 1512, ha goude-se, da aloubiñ [[Rouantelezh Navarra]] eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz: kement-se a lakaas ar pab [[Jul II]] da embann ur [[builh]] a-enep dezhañ. Herri a reas brezel dezhañ. Trec'het e voe, ma rankas plegañ ha chom da ren e [[Benafarroa]] nemetken.