Diforc'hioù etre adstummoù "Alfonso Iañ Aragon"

1 066 okted ouzhpennet ,  7 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(skeudenn)
{{pennad zo| Alfonso Iañ }}
[[Restr:Estatua de Alfonso I de Aragón.jpg|thumb|Delwenn Alfonso I{{añ}} Aragon, e Zaragoza]]
'''Alfonso Iañ''' (war-dro 1073- 1134), lesanvet ''el Batallador'', a oa [[roue Aragon]] ha [[roue Pamplona]] adal 1104 betek e varv en 1134.
 
Mab e oa d'ar roue Sancho Ramírez, pe [[Sancho Iañ Aragon]] (roue Aragon ha Pamplona entre 1063 ha 1094) ha d'e eil pried [[Félicie de Roucy]] . Ren a reas war-lerc'h e hantervreur, [[Pedro Iañ Aragon]]. Ur roue brezelour e voe, ha brasaat a reas e rouantelezh, kemer [[Zaragoza]] diwar-goust Muzulmaned [[taifa Zaragoza]], ha lodenn greiz traonienn ar stêr [[Ebro]].
 
Dimezet e oa da [[Urraca Iañ León]] en 1109, ha neuze e oa [[roue León]], roue Kastilha ha roue Galiza en he ser. neuze e kemeras an titl a « Impalaer León ha roue Spagn en he fezh » pe « Impalaer Spagn en he fezh ». En 1114 e tispartias an daou bried, dre ma ne roe ar wreg rouanez mab ebet d'ar roue, ha rannet e voe o div rouantelezh.
 
 
<!--
y llegó a duplicar la extensión del reino de Aragón tras la conquista clave de Zaragoza. Temporalmente, y gracias a su matrimonio con doña Urraca, gobernó sobre León, Castilla, Toledo, Navarra y Aragón y se hizo llamar entre 1109–1114 «emperador de León y rey de toda España» o «emperador de España»,2 lo que duró hasta que la oposición nobiliaria forzó la anulación del matrimonio. Los ecos de sus victorias traspasaron fronteras; en la Crónica de San Juan de la Peña, del siglo XIV, podemos leer: «clamabanlo don Alfonso batallador porque en Espayna no ovo tan buen cavallero que veynte nueve batallas vençió».3 Sus campañas lo llevaron hasta las ciudades meridionales de Córdoba, Granada y Valencia y a infligir a los musulmanes severas derrotas en Valtierra, Cutanda, Anzul (en Puente Genil) o Cullera.
 
 
-->
 
 
==Marv ar roue==
En 1134 e varvas Alfonso Iañ en [[emgann Fraga]], hag eñ divugel. Fall an traoù er rouantelezh. Bec'h en doa bet ar roue gant e wreg [[Urraca Iañ León]], bec'h gant ar pab [[Paskal II]]. En e destamant e laoskas e rouantelezh gant an urzhioù armet: [[Urzh an Templ]], [[Urzh an Ospital]], [[Urzh ar Sepulkr Santel]]. Uhelidi ar vro avat ne oant ket evit gouzañv kement-se, ha mont a rejont da dennañ eus e gouent ar manac'h Ramiro, breur da Alfonso, da reiñ ar gurunenn dezhañ. Ha setu [[Ramiro II Aragon]], lesanvet ''el Monje'' (ar Manac'h''), war gador ar roue Aragon, tra ma voe lakaet García Ramírez ''el Restaurador'' en Navarra, ha rannet an div vro.
 
 
 
 
 
[[Rummad:Rouaned Aragon]]
190 150

modifications