Louis L'Hévéder : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
* Damdost da [[Landreger]] e voe desavet gant e dud, menajerien anezhe. Mab henañ un tiegezh a unnek a vugale e krogas gant e studi e skolaj [[Lannuon]] a-raok mont da lisead da [[Roazhon]] ma tapas e vachelouriezh war ar matematikoù. Da-heul e tibabas kendelc'her er [[Skol normal uhelañ]] ma teuas a-benn da gaout ar skolveuriegezh war ar matematikoù : kaset e voe d'[[An Oriant]] da gelenn an diskiblezh-se el [[Lise Dupuy-de-Lôme]].
 
* E [[1928]] e voe dilennet e [[Kanton Pont-Skorf|kanton Pont-Skorf]] da guzulier [[Arondisamant an Oriant|arondisamant an Oriant]] hag e [[1929]] e voe dilennet e kanton Pont-Skorf]] da guzulier-departamant ar [[Mor-Bihan]]. D'ar [[4 a viz Mae]] [[1930]] e voe dilennet da gannad e kentañ pastell-votiñ ar [[Mor-Bihan]] e [[Kambr an deputeed]], dilennet er c'hentañ tro e [[1932]] hag e [[1936]] adarre. D'an [[10 a viz Gouere]] [[1940]] e votas an hollc'halloudoù d'ar [[Philippe Pétain|Marichal Pétain]] e [[Vichy]]. Anvet e voe er [[Kuzul Broadel|C'huzul Broadel]] gant Renad Vichy e miz Genver [[1941]]<ref> Annik Le Guen, ''Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy'', Miz Kerzu 1993</ref>.
 
== Levrlennadurezh ==