Louis L'Hévéder : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Louis L'Hévéder''', bet ganet d'ar [[24 a viz Genver]] [[1899]] er [[Ar Vinic'hi|Vinic'hi]] ([[Aodoù-an-Hanternoz]] d'an ampoent, [[Bro-C'hall]]) hag aet da Anaon d'an [[9 a viz Here]] [[1946]] e [[Pariz]] ([[Seine (departamant)|Seine]] d'ar mare-se, Bro-C'hall), a oa ur c'helenner hag ur politikour [[SFIO|sokialour]] [[Bro-C'hall|gall]].
 
* Damdost da [[Landreger]] e voe desavet gant e dud, menajerien anezhe. Mab henañ un tiegezh a unnek a vugale e krogas gant e studi e skolaj [[Lannuon]] a-raok mont da lisead da [[Roazhon]] ma tapas e vachelouriezh war ar matematikoù. Da-heul e tibabas kendelc'her er [[Skol normal uhelañ]] ma teuas a-benn da gaout ar skolveuriegezh war ar matematikoù : kaset e voe d'[[An Oriant]] da gelenn an diskiblezh-se el [[Lise Dupuy- de- Lôme]].
 
* E [[1928]] e voe dilennet e [[Kanton Pont-Skorf|kanton Pont-Skorf]] da guzulier [[Arondisamant an Oriant|arondisamant an Oriant]] hag e [[1929]] e voe dilennet e kanton Pont-Skorf da guzulier-departamant ar [[Mor-Bihan]]. D'ar [[4 a viz Mae]] [[1930]] e voe dilennet da gannad e kentañ pastell-votiñ ar [[Mor-Bihan]] e [[Kambr an deputeed]] an [[Trede Republik c'hall]], dilennet er c'hentañ tro e [[1932]] hag e [[1936]] adarre. D'an [[10 a viz Gouere]] [[1940]] e votas an hollc'halloudoù d'ar [[Philippe Pétain|Marichal Pétain]] e [[Vichy]]. Anvet e voe er [[Kuzul broadel|C'huzul broadel]] gant Renad Vichy e miz Genver [[1941]]<ref>Annik Le Guen, ''Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy'', Miz Kerzu 1993</ref>.