Le Peuple breton : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
Le Peuple Breton a oa bet anv ur gelaouenn berrbad bet krouet gant [[Joseph Martray]] goude an eil brezel bed. Gant e aotre he doa gellet UDB implijout an titl evit he c'helaouenn. Renerien ar gelaouenn : [[Jean-Yves Veillard]] eus 1964 da 1969, [[Jean-Paul Gourmel]] eus 1969 da 1973, [[Jean-Jacques Monnier]] eus dibenn 1984 da 1993, [[Joêl Guégan]] eus 1996 da 1999 ; [[Ronan Leprohon]] eus Miz Chwevrer 1999 da 2010, Gaêl Briand abaoe miz Du 2010.
Evit kaout un alberz eus pouez ''Le peuple Breton'' evit stummadur stourmerien UDB hag an eskemm mennozhioù e Breizh, lenn pennad Ronan Leprohon (pp 205-209) el levr embannet didan renerezh [[Tudi Kernalegenn]] ha [[Romain Pasquier]] "L'union Démocratique Bretonne, ''Un parti autonomiste dans un Etat unitaire''" ( Presses universitaires de Rennes 2014).
 
E miz genver 1970 e voe embannet kentañ niverenn "[[Pobl Vreizh]]", kelaouenn vrezhonek UDB. Renet e voe da gentañ gant [[Jean Jaouen]] (o skoazellañ Jean-Paul Gourmel ? ), adalek 1973 gant [[Loig Kervoas]], adalek 1976 gant [[Fañch Morvannou]]. E 1982 ez eas Fañch Morvannou war du obererezhioù all hag an diaesterioù arc'hant a lakaas UDB da baouez gant ar gelaouenn gant he 140vet niverenn. Bont a reas e-dro Pobl Vreizh e miz Kerzu 1984 e stumm ur c'haier e niverenn 252 Le Peuple Breton. Adalek 1986 e teuas Pobl Vreizh da vezañ eil titl Le Peuple Breton hag e voe kavet e pep niverenn etre div hag eizh pajennad e brezhoneg. Ur seurt kelaouenn er gelaouenn.