Le Peuple breton : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummad
Linenn 4:
Evit kaout un alberz eus pouez ''Le peuple Breton'' evit stummadur stourmerien UDB hag an eskemm mennozhioù e Breizh, lenn pennad Ronan Leprohon (pp 205-209) el levr embannet didan renerezh [[Tudi Kernalegenn]] ha [[Romain Pasquier]] "L'union Démocratique Bretonne, ''Un parti autonomiste dans un Etat unitaire''" ( Presses universitaires de Rennes 2014).
 
E miz genver 1970 e voe embannet kentañ niverenn "''[[Pobl Vreizh]]"'', kelaouenn vrezhonek [[UDB]]. Renet e voe da gentañ gant [[Jean Jaouen]] (o skoazellañ Jean-Paul Gourmel ? ), adalek 1973 gant [[Loig Kervoas]], adalek 1976 gant [[Fañch Morvannou]]. E 1982 ez eas Fañch Morvannou war -du obererezhioù all hag an diaesterioù arc'hant a lakaas UDB da baouez gant ar gelaouenn gant he 140vet niverenn. BontDont a reas e-dro Pobl Vreizh e miz Kerzu 1984 e stumm ur c'haier e niverenn 252 Le Peuple Breton. Adalek 1986 e teuas Pobl Vreizh da vezañ eil titl Le Peuple Breton hag e voe kavet e pep niverenn etre div hag eizh pajennad e brezhoneg. Ur seurt kelaouenn er gelaouenn.
Diwar-benn Pobl Vreizh e c'heller lenn pennad Cédric Choplin ''Pobl Vreizh , le petit frère bretonnant du Peuple Breton'' (pp 171-186) e "L'union Démocratique Bretonne, ''Un parti autonomiste dans un Etat unitaire''".
 
[[Rummad:Kelaouennoù Breizh]]