Alamagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D fixing dead links
Yun (kaozeal | degasadennoù)
reizhañ
Linenn 124:
Ar Stadoù eo dreist-holl zo e karg da c’hoursellout an deskadurezh en Alamagn, ha ne c’hoari ar gouarnamant kevreadel nemet ur roll dister. <!-- Kulturhoheit --> Pourchaset e vez deskadurezh diret d’ar vugale etre tri ha c’hwec’h vloaz e “liorzhoù bugale” ([[Kindergarten]]). Goude-se eo ret mont d’ar skol e-pad daouzek vloaz. Un niver bihan a dud a ra c’hoazh gant ar skol er gêr ha danevellet ez eus bet e oa bet prosezet gant ar gouarnamant ouzh ar pleustr-se.{{dave|Hurd}}
 
Peurliesañ e pad an deskadurezh kentañ-derez pevar bloaz, hag unvan eo ar skolioù publik el live-se. Er c’hontrol, en deskadurezh eil-derez ez eus pevar seurt skolioù, diouzh barregezh ar skoliad, evel m’eo didermenet gant erbedennoù ar c’helenner : er [[Gymnasium (skol)|Gymnasium]] e vez degemeret ar vugale zonezonetañ ha prientiñ a reont ar studierien d’ar studioù er skol-veur ; er [[Realschule]] e tegemerer un dibab ledanoc’h a skolidi etre ; er [[Hauptschule]] e prienter ar skolidi d’an deskadurezh vicherel, ha gant ar [[Gesamtschule]] e vez mesket an tri doare. A-benn mont d’ur skol-veur e rank al liseidi tremen an arnodenn [[Abitur]], koulskoude e c’hall ar studierien o deus tapet un diplom en ur skol vicherel lakaat o anv evit mont e-barzh memes tra. Gant ur reizhiad deskardelezh arbennik e anv ''Duale Ausbildung'' e c’hall ar skolidi deskiñ en un embregerezh kenkoulz hag en ur skol-stad.{{dave|ED}} Daoust da Alamagn bezañ bet a-hed an istor ur reizhiad deskadurezh kreñv, e oa bet diskouezet gwanderioù e danvezioù zo gant ar Programm evit Priziadur Etrebroadel ar Studierien. En un amprouadenn war 31 vro er bloavezh 2000, e oa erruet Alamagn da 21vet el lenn ha da 20vet er [[matematikoùmatematik]] hag er [[skiantoù naturel]], ar pezh a vroudas d’ober adreizhoù.{{dave|adreizhoù}}
 
E renkadur bloaziek ar skolioù-meur gwellañ savet gant [[Skol-veur Shanghai Jiao Tong]] e 2004 ez errue Alamagn da 4e en holl, gant 7 skol-veur e-touez ar 100 wellañ. Ar skol-veur alaman renket gwellañ, er renk 45, e oa [[Skol-veur Deknikel München]].{{dave|skol-veur}} An darn vrasañ eus skolioù-meur Alamagn zo perc’hennet gant ar stad hag a ro kentelioù digoust. War-lerc’h an adreizh eus an deskadurezh e 2006, e c’haller bremañ goulenn mizoù war-dro 500 € an trimiziad ouzh pep studier.{{dave|daad}}