Person : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar '''person''' eo ar [[beleg]] [[katolik]] a zo lakaet e penn ur [[parrez|barrez]] gant an [[eskob]] a zo a-us dezhañ. Dindanañ emañ ar [[kure|c'hure]], a zo beleg ivez, hag a-wechoù e vez [[diagon]]ed ha n'int ket beleien anezho. E brezhoneg ne reer ket an diforc'h a veze graet e galleg etre ''recteur'' (ur beleg e-unan-penn e karg eus ur barrez bihan) ha ''curé'' a dalveze kement ha person-kanton. Er parrezioù bras-mañ e oa meur a gure, en o zouez ur vikel vras.
 
Kavet e vez ''person'' (pe ''parson'') e kerneveureg hag e kembraeg ivez. Ar saozneg a ra ''curate'' eus ar c'hure met (ret diwall) ''vicar'' eus ar beleg e karg eus ar barrez.