Ostrogoted : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 52 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q103122 (translate me)
Linenn 16:
 
 
=== Teodorig ar BrasVeur ===
 
An hini pouezusañ eus o roueed, [[Teodorig ar BrasVeur]], a voe ganet war-dro [[454]]. Desavet e voe e [[Kergustentin]], rak kemeret e oa bet evel den-gouestl gant galloud roman ar reter.
 
Dilennet e voe da roue war an Ostrogoted e [[474]]. War c’houlenn [[Zenon]], impalaer roman ar reter, ez eas Teodorig hag an Ostrogoted, e [[488]], d'adtapout Italia, a oa bet aloubet gant pobloù german. E miz Meurzh [[493]] e voe kemeret [[Ravenna]] ganto ha gant Teodorig e-unan e voe lazhet ar penn german [[Odoaker]] (Audawakrs) en doa kemeret plas an impalaer roman diwezhañ, [[Romulus Augustus]]. Emanvet e voe Teodorig da b-''princeps Romanus'' (penn ar Romaned) ha ren a reas '' e-lec’h an Impalaer'' war Italia, [[Sikilia]], [[Dalmatia]] ha [[Pannonia]]. Er brezel-se e voe skoazellet an Ostrogoted gant ar Wizigoted moarvat.