Ostrogoted : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''Ostrogoted''' ("Goted ar reter") a oa ur bobl [[Germaned|c’herman]] zo bet bras he levezon war istor dibenn [[Impalaeriezh roman ar C'hornôg]]. En {{Eil kantved}} e voe rannet ar [[Goted|C’hoted]], ur bobl a oa er reter d’ar stêr [[Danav]], e div lodenn : re ar c’hornôg, ar '''Wizigoted[[Vizigoted]]''', en em stalias e [[Dakia]], ha re ar reter, an '''Ostrogoted''', en em ziazezas en hanternoz d’ar [[Mor Du]].
 
=== Ragistor ===
 
Rannet e voe pobl ar C’hoted etre an Ostrogoted hag ar Wizigoted war-dro an {{IIIe kantved}}. Kalz traoù boutin a oa etre an div bobl, evit ar sevenadur, ar relijion (krediñ a raent en un doue kevatal mui pe vui d’an hini anvet [[Meurzh]] gant ar Romaned. Evit gwir ne oa ar rannadur-se nemet staliadur meuriadoù zo e proviñs roman [[Dakia]] ha meuriadoù all pelloc’h er reter, en hanternoz d’ar [[Mor du|Mor Du]].
 
War greñvaat ez eas galloud an [[Huned]], ur bobl annezet pelloc’h er reter, e-kreiz an {{IIIe kantved}}, hag e [[370]] e teuas an Ostrogoted dindan galloud ar re-mañ. En em lazhañ a reas [[roue an Ostrogoted]], Ermanarik[[Ermanarig]], e [[378]], abalamour da se.
 
Er bloavezhioù goude e voe aloubet ar [[Balkanoù]] gant an [[Huned]], skoazellet gant meur a bobl a oa en o dalc’h, evel an Ostrogoted. En [[Emgann Chalons]], e [[451]], e oa Ostrogoted o vrezeliañ a-du gant an Huned. Meur a emsavadeg a-enep an Huned a voe e-touez an Ostrogoted koulskoude, met tamm-ha-tamm en em lakajont da zegemer sevenadur o mistri, anezho tud varrek-dreist war ar marc’hegezh hag ijinerien ar [[stleug]]où.