Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 79:
: Demat. N'eus ket bet lavaret n'eo ket dereat. Ret e vije eilpennañ ar goulenn : perak skarzhañ ar c'heriaoueg diskouezet gant Kreizenn ar Geriaouiñ en he lec'hienn ? Ouzhpenn ugent vloaz 'zo e kaver ar gerioù "neutronoù", "atomoù", "nukleüs"... e kaieroù skolidi Diwan. A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]]</small> 21 Her 2014 da 04:29 (UTC)
N'eo ket peogwir e vez kinniget gerioù gant Kreizenn ar Geriaouiñ e vefe ret o degemer evel gwir bater gant an holl vrezhonegerien, a gav din. Souezhet-bras on bet o lenn ar gerioù "atomoù", "neutronoù", "protonoù" da skouer hag a zo strollderioù, gouez din : ne gav ket deoc'h e vefe kempoelloc'h ober gant "atom", "neutron", "proton" evel en holl c'heradurioù klasel ? Sur a-walc'h e vez desket da skolidi Diwan "gwez" e-lec'h "gwezoù", "fubu" e-lec'h "fubuioù"... :-) A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 21 Her 2014 da 06:38 (UTC)
: Demat deoc'h. Pep hini en deus gwir d'ober dibaboù yezh. Din da c'houzout n'eo ket direizh dibaboù Kreizenn ar geriaouiñ. Ret eo lakaat kemm etre ar gerioù brezhonek a-gozh ha diazezet mat (gwez, fubu ...) hag an nevezc'herioù (diskejenn > atomenn > atom). War dachenn ar skiantoù n'eo ket ar gerioù gallek ijinet da gentañ a vez implijet hiziv-an-deiz : ne vez ket klevet ''esprit de sel'', ''esprit de bois'', ''vitriol'' pe ''zéolithe cyanite'' ken, da skouer. Tamm-ha-tamm e vo stabilaet geriaoueg vrezhonek ar skiantoù dre an implij a vo graet gant an dud a-vicher. Skiantourien, enklaskerien, ijinourien, yezhoniourien, kelennerien, ha me oar c'hoazh, o deus kemeret perzh e savidigezh ''geriadur ar skiantoù hag an teknikoù''. Gallout e rit lakaat hoc'h anv e-barzh mar fell deoc'h degas ho lod. A galon. --[[Implijer:Yun|Yun]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]]</small> 24 Her 2014 da 17:23 (UTC)