Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 88:
Se zo kaoz e c'houlennan ganeoc'h ma vo graet kentoc'h gant ar c'houblad strollder/unanderenn e-barzh ar pennad [[neutron]] o vezañ n'emañ ket ar wirionez na ganeoc'h, na ganin, gant hon yezh ne lâran ket... A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 26 Her 2014 da 07:55 (UTC)
: Demat. Fellout a ra deoc'h komz eus ar yezhadur skrivet gant Frañsez Kervella moarvat. Ne welan abeg ebet en arroudenn meneget ganeoc'h a virje ouzh ar gerioù "atom", "elektron", "neutron" ha "proton" da vezañ unanderioù evel ar ger "aval". A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]]</small> 27 Her 2014 da 05:49 (UTC)
Demat ivez, Gant Frañsez Kervella evel-just, nag ur penn-skañv ! Ar pezh ne zeuan ket a-benn da gompren tamm ebet eo abalamour da betra ho peus ezhomm da lakaat ar gerioù meneget kent da unanderioù dre m'emaint strollderioù dre natur. Dibabet e oa bet gant ar Greizenn ober er mod-se evit skolajidi ha liseidi Diwan ha n'em eus abeg ebet e se : met dre ma vezont deskrivet splann evel strollderioù e-barzh un nebeud geriadurioù ken sirius all (d'am meno da nebeutañ) perak e vefe ret o degemer evel unanderioù amañ ivez ? Ne gav ket din e c'hellfed ober genaoueien eus an holl re o devoa kenlabouret da sevel Geriadur Brezhoneg an Here, kouda ?<br>
Ur wech ouzhpenn 'ta e c'houlennan ganeoc'h ma vo graet gant ar c'houblad strollder/unanderenn e-barzh ar pennad [[neutron]]. A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 27 Her 2014 da 07:49 (UTC)
 
== Patrom ==